Gant eur galon laouen, eur spered kontant, e lennaz Lizik ar c’homzou-ma. Hiviziken he den a zo d’ezhi, an treac’h he deuz var ar merc’hed pinvidik. Evithi, Enogat a laero e dud, evid rei arc’hant d’ezhi d’en em vaga, d’en em wiska kaër, egiz an itronezed kran. Evid dond a-benn euz he zaol, hanter-c’hoar Enogat a raio peb tra louz, peb hudurnez. Arc’hant, aour a fell d’ezhi, n’euz forz digant piou. Goulskoude ec’h en em guzo, ne roio ket he c’halon d’an holl, ne ziskouezo ket he oberou d’he mam ha nebeutoc’h c’hoaz d’an itron goz, he madoberourez, bet ken mad evithi, en he bugaleach.
Antronoz eta da eiz heur, Lizik, gwisket ganthi he dillad kaëra, a gerze goustadik war ar ru, ha pa welaz eur wetur, e pignaz ebarz, en eur lavaret d’an toucher :
— 5, bali Richard-Lenoir.
An toucher a fouetaz, hag eun tammik araok nav heur, e lezaz e zimezellik dirak al leac’h merket d’ezan. Dond ha mond a reaz ar plac’hik a bep tu d’an numero 5. Bep an amzer, e selle oc’h he mountr, ha da nav heur ha dek munut, e welaz he aotrouik o tond, en eur c’hoarzin.
— Petra raimp breman, mignonik ? mond a raimp d’an teatr, pe deustu e pignimp en hor c’hambr ? a c’houlennaz Enogat.
— Evel a giri, a respontaz Lizik. Me a zo skuiz va spered hirio, c’hoant kousket em beuz, rak en noz tremenet eo bet berr va c’housk, o sonjal ennoud, va muia karet.
— Deomp neuze timad d’hor gwele, eno ec’h en em gaozeimp eur pennadik, ha goudeze e kouskimp evel daou zen euruz, ne ket ta, va c’houlmik koant !
Antronoz vintin, Enogat a roaz eur billet a gant lur d’e zousik, en eur lavaret d’ezhi :
— Pa pezo ezom arc’hant, skriv d’in, hag aman adarre er gamprik-ma, me a roio d’id ar pez a c’houlenni diganen. Mes arabad e vezo d’id dond ken em bezo skrivet d’id, rak avechou e vezo red d’in mond d’ar gear daved arc’hant na ve ket ato ganen kement evel a zo hirio.
— A dra zur, mignon ker, a lavaraz Lizik, en eur bokat da Enogat. Ha da zioual a zo, na deufe da dud da c’houzout ar c’honverz a rez !
Goude beza en em boket, en em garet, an daou vignon a ziskennaz, ha peb hini a ieaz d’e di, Enogat d’ar skol, ha Lizik da di he mam, e ru Sant-Beneat.
— Ahanta, libouden ! euz a beleac’h e teuez, e peleac’h oud bet o tremen an noz ? a lavaraz Kato da Lizik, pa en em gavaz er gear.
— E peleac’h oun bet ?… o c’hounit va bara, o labourat en noz en eur vilin-paper.
— Hag e peuz bet pegement evid da nozvez ?
— Ugent real va mam.
— Hag e pe gostez ema da labour, va merc’h ?
— E ti an aotrou Dumonceau, e Clichy.
— Mad, va merc’h, n’euz forz e peleac’h, ha n’euz forz oc’h ober petra, nemed e vezo gounezet arc’hant, e ia mad an traou. Hag em-berr e zi adarre, va merc’h ?
— Ah nan ! da genta ne zin nemed teir, peder gwech ar zizun en noz, ha diou wech war an deiz, euz azaleg eiz heur deuz ar mintin, beteg peder heur deuz an abardaez. Goudeze, diou wech ar zizun en noz, ha peder gwech en deiz.
— A zo mad, va Lizik. Eun dra gaer eo d’id, her gouzout a rez, deski gounit da vara o labourat en honestiz. Kement gwennek a c’hounezi, va Lizik, a vezo d’id, gra ganto evel a giri, kerz kempen evelato, rak ezom e pezo divezatoc’h. Me, a c’hounit va bara e ti an itron Kerbichard, hi a ro d’in he zammou dillad koz, ha paea ra d’in ive va zi, ha gant an dra-ze ez oun euruz. Lavaret he deuz d’in ive, e lezo ganen eun draik bennag, mar teufe d’ezhi mervel em raok. Rakse ta, va merc’hik, ma labourez breman, evidoud eo emaoud oc’h ober. Ne c’helli ket chom ato plac’h iaouank, ha gouzout a rez, pa zavo c’hoant fortunia ganez, e pezo ezom mil dra, ha mil dra all.
— Eur gentel vad, va mam, hag ho trugarekaat a ran da veza he roet d’in. Mez poent eo d’in mond e kear, da brena eun tam dillad bennag abenn ma teuio re ar goanv kalet.
Lizik neuze, gant he billet a ieaz da eur stal vras, hag a gemeraz eun tok hag a gouste d’ezhi hanter-kant lur, hag eur boutou pemp lur varnugent.
— Gant eur peur rest, e vezo red d’in beva eiz devez da nebeuta, rak arabad eo d’in skuiza deustu en taol kenta, va mignon Enogat. Ma c’houlenfen arc’hant diganthan re aliez, marteze ne vefe ket kontant, ha gwelloc’h eo d’in klevet anezan o lavaret d’in mond d’e gaout, eget d’in-me lavaret d’ezan em beuz ezom arc’hant. Breman, evit ma sonjo va mam e vezin eat da labourat, e zin bemdez da bourmen e kear, epad an amzer ma tlien beza o labourat. Hep dale zoken, e rankin lavaret d’ezhi e chomin da gousket, tostoc’h d’am labour. Paea rin eur gambr, tost da Glichy, ha di eo e tigasin va mignon Enogat. D’ar zul, e teuin da welet va mam, ha va itron goz, pe gwir eo red d’in tremen diouthi ive.
Antronoz, d’an 8 a viz du 1878, Kato a ieaz evel kustum da di e itron goz, hag houma a lavaraz d’ezhi :
— Lavarit da Lizik dond goude he lein d’am gwelet, rak ezom bras em beuz da gaozeal ganthi diwar benn eur plasik brao em beuz kavet evithi.
— Trugare, itron vad, va merc’h he deus eur plas mad a drugare Doue ! Ugent real bemdez a c’houne en eur vilin baper, e ti an aotrou Dumonceau, e Clichy.
(Da heuil).