— Ma zo moien da viret, ne c’houlennan ket gwelloc’h eget chom heb mond, rak pa ranker gounit ar bara oc’h ober c’hoariou er giz-ze, ez eo trist awalc’h.
— Moien a zo, a lavaraz an itron goz, rak m’oarvad oc’h bet digemeret heb asant ho mam, ha pe gwir n’emaoc’h ket c’hoaz en oad da en em vleina oc’h unan, ar rener na c’helle ket, hervez al lezen, ho tigemer. Marteze ne deuio ket d’ho klask. Roet ho peuz d’ezan hoc’h adress ?
— Ia, itron, Louise Lochou, 52 ru Sant-Beneat.
— Mad eo neuze, Lizik, rak aman, evel a ouezoc’h n’oc’h anavezet nemed dindan an hano a Lizik Tampillou, ha den n’anavez Louise Lochou. Mar teufe d’ar rener eta dond d’ho klask, e raio tro wen. Mes evid beza suroc’h, e chomfoc’h em zi, ken a vezo eat an teatr-ze euz a Bariz.
Eiz devez goude, an teatr Tortoliani a oa eat da Melun, ha na oa bet den o c’houlen e pe leac’h e oa chomet Lizik. Epad an eiz devez ze, Lizik a zonje ennhi he-unan :
— Petra rin-me breman, p’e gwir ne fell ket na d’am mam na d’an itron, gwelet ac’hanon o vond da c’hoari teatr ? E gwirionez n’ouezan ket ken petra da glask, petra da ober, hag en taol-ma e kredan e vezo red d’in skriva da Enogat, evit goulen outan petra en deuz sonj da ober ouzin. Setu aze en deus skrivet d’in daou lizer, ha n’em beus respontet da hini anezo. Poent eo d’in kemer va fluen ha skriva d’an hini a c’hell va zavetei.
Eur pennadik goude, ar plac’h iaouank a skrive :
- Va mignon ker,
« Ar vuez evidon a zo doanius meurbed. Abaoue ma z’oun harluet euz ti da vam, ne gavan nemed plasou a netra. En deiz all e oan bet o klask mond e teatr Tortoliani, evel kanerez, ha kerkent, eun itron goz ha va mam a deuaz da harz ouzin da c’hounit va bara en teatr-ze. Lavaret a reent d’in e oa an teatrou-ze traou danjerus evid vertuz ar merc’hed iaouank. Ho c’hredi a riz, ha setu me war ar ru, heb bara, heb gwennek. M’em bije bet arc’hant evit en em lakat er c’honverz, n’em bije ket goulennet gwelloc’h eget en em rei d’al labour, mez allaz ! n’em beuz ket, n’em beuz netra. M’em bije gallet deski eur vicher bennag, e vijen bet eaz, mes va mam a zo ken paour ha me, ha seblantout a ra beza va dilezet. Pa zan da c’houlen diganthi eun dra bennag, e seblant lavaret d’in n’oun ket merc’h d’ezhi, n’eo mui oblijet d’am maga. E peleac’h neuze ema va mam, pe gwir an hini a hanven beteg-hen va mam, a lavar d’in hirio n’oun ket he merc’h ?
An holl draou-ze, va mignon ker, zo lakaat an enkrez em c’halon. Pe gwir n’em beuz na mam na tad, ez eo d’in kemer eur skor, evid harpa va buez. Ia red eo d’in kemer hep dale, eur pried, evid va c’haret, va c’hennerzi, ekreiz stourmajou er bed-ma. Unani va buez gant da hini, va c’halon gant da galon, a ve a dra zur va hunvre, mes m’oarvad, biken na deuin abenn, rak da gerent a zo aze, hag a gaozeo en hano an enor, hag o devezo an treac’h war ar garantez a zougez d’in daou vloaz a zo, ô va Enogat ker. An daelou a zo em daoulagad, o skriva d’id ar c’homzou-ma, rak gouzout a ran ne c’hellimp biken unani hor c’harantez, e tilezi ac’hanon evit ato, abalamour d’ac’h enor, d’az tanvez. Me a ouelo a hed va buez, ha te a vezo euruz, pinvidik, enoret, ekeit ma vezin-me disprizet gant an holl.
Echui a ran va lizer en eur gas d’id eur pok a garantez, hag en eur lavaret d’id gant eur galon en dizesper : Kenavo, kenavo evid ato ! »
Pa resevaz Enogat al lizer-ma, ec’h en em lakeaz raktal da respont.
- « Va dousik muia karet,
Perak ec’h en em roez da ouela, perak hirvoudi, ha perak ez eo noz ha deiz da da galon enkrezet ? Lavaret em beuz d’id goulskoude dija meur a wech, e teufen abenn da ziskar an holl gleuziou a zo o tispartia ac’hanomp hon daou. Na danvez nag enor n’int netra evidon, pa ve menek euz ar garantez. Evidon, te eo kaera boked a zo diwanet war douar Breiz-Izel, ha me va unan, eo a ra ko kaout ar boked-ze, kousto pe gousto. Ganez-te, ô va rozennik kaer, eo e rankan ankounac’haat trubuillou ar bed-ma, en da gerc’hen eo e rankin tanva an euruzded a ro ar gwir garantez. Kavout a ran, e gwirionez, merc’hed kaer ha pinvidik mes holl ez int divlaz evidon. Te eo e peuz da genta elumet em c’halon tan ar garantez, hag ar merc’hed all n’o deuz great nemed teuler ho alumettez en tan dija krog. Pa zonjan e teu avechou an daelou en da zaoulagad ken kaer, pa zonjan e ve avechou da spered enkrezet ha da galon glac’haret abalamour d’ar garantez a zougez d’in, o va c’houlmik muia-karet, va c’halon a venn frailla gant an dizesper.
Mar peuz c’hoant da gaout merkou euz va c’harantez, deuz varc’hoaz da nav heur noz d’an numéro 5 euz bali Richard-Lenoir. Deac’h e oan bet e ti va zud, hag hirio ez oun pinvidik, ha pe gwir e leverez d’in e peuz ezom arc’hant e roin d’id, rak ne fell ket d’in gwelet ac’hanoud en dienez, ekeit ma vezin va unan pinvidik. Ne fell ket d’in e ruillefe an daelou euz da zaoulagad, ekeit ma vezo va c’halon el laouenedigez. Evidoud, evel em beuz lavaret d’id dija, e rofen va buez, e rafen a bep seurt follenteziou. Rak-se ta, varc’hoaz mar kerez, ec’h en em gavimp, e tiskouezimp an eil d’egile hor c’halonou, hor c’harantez, hag en eun hunvre kaer, ec’h ankounac’haimp evid eur pennad c’hoervder ar bed-ma. O va c’houlmik, va c’harantez, deuz ha deuz buan, arabad eo d’id mankout da zond, rak en devez warlerc’h e vijez re divezad, ne gavfez nemed eur c’horf sklaset gant ar maro. Da c’hortoz an eurvad d’az gwelet, e pokan d’id euz a greiz va c’halon.
Da vignon evid ar vuez : Enogat Keramis.
(G. S.) — Freuz al lizer-ma pa pezo her lennet.
(Da heuil).