Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
20
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————


— En eur gomedi ema Lizik, ho merc’h Kato ?… Hag ho peuz lezet ho merc’h da vond !… Va Doue ! va Doue !

— Ne ket en eur gomedite eman, p’e gwir e lavaran d’eoc’h ema en eur tératte !

— Ar memez traou int, pa lavaran d’eoc’h, hag ar merc’hed iaouank a ia di, a zo holl merc’hed kollet, kredit ac’hanon, Kato. Penaoz e fell d’eoc’h-c’houi e c’hellfe mestr an teatr-ze beva, ma ne rafe ar merc’hed zo gantan nemed kana, pe displega traou da lakat an dud da c’hoarzin. Nan, nan, Kato, ho merc’h n’ema ket mad eno, hag abenn bloaz pe daou aman, ec’h en em gavo war ho korf, gant eur c’hlenved mezus bennag, hag he godellou goullo. Rakse ta, mar am c’hredit, ha mar ho peuz karantez evid ho merc’h, livirit d’ezhi raktal dond d’am c’haout. Ha perak n’eo ket deut da c’houlen va ali, araok mond ?

— N’ouzon ket avad, itron, n’em beuz klevet anezhi o lavaret ger ebet diwar ho penn.

— Sellit, Kato, karantez em beuz evid ho merc’h, ha sur oun ne devoa ket a anaoudegez euz ar pez a ree. Deomp raktal hon diou da glask anezhi, rak ne fell ket d’in e ve louzet evel eun torch listri, eur plac’hik hag a zo ken glan a spered evel a gorf. Oh bah ! bah ! eun druez eo !

Pemp munut goude, an itron goz hag he matez, a oa en eur wetur, hag a gase anezho war an dachen vraz a zo e Pariz, eleac’h ma ve kustum ar gomedianed baleerien da en em blasi evid tremen eun nebeud amzer.

Ar wetur a jomaz en eur c’horn euz ar ru, hag an diou itron a dostee oc’h ar c’homediou.

An itron Kerbichard, lem he lagad daoust m’he devoa ouspenn tri-ugent vloaz a lennaz

Grand Theatre Tortoliani

Eur mevel, eun torch gantan en e zourn deou, a oa o kempen an diaveaz, hag outan an itron goz a c’houlennaz :

— Daoust ha n’euz ket kemeret aman deac’h merc’hed iaouank evid kana ?

— Eo, itron, deac’h da noz a oa kemeret diou nevez, evid kemer leac’h an diou a oa partiet disul.

— E peleac’h ema ar rener, mar plich ?

— Me zonj ema duhont en hostaleri.

— Hag an diou nevez ?

— A zo aman en diabarz, o teski o c’hanaouennou abenn em-berr.

— Me a zo mam-goz da unan anezho, da Lizik hag em bije ezom da gomz ganthi, ma ve moien, traou em beuz ive da rei d’ezhi, ma ve ho polontez.

Kerkent ar mevel, a ieaz da c’hervel an dimezell Lizik, ha kerkent ive, houma a deuaz en diaveaz, laouenik, daoust ma ouie evid petra e teue he madoberourez.

An itron neuze a roaz eiz real d’ar mevel en eur lavaret he devoa ezom da vond a gostez, da gomz gant he merc’h vihan.

— Abenn dek munut e vezimp dizro, aotrou, bezit dinec’h.

An teir blac’h neuze a bellaaz, a gemeraz trum ar wetur, evid mond d’ar gear. En hent, an itron goz a lavaraz :

— Penaoz, Lizik, ho peuz-hu gallet sonjal mond da ober eur gomedianez ? Ho spered a zo troet pe betra ? A dra zur ne ouiec’h ket da beleac’h e ieec’h pe gwir e reec’h eur seurt tra diskiant.

— Ma ! ha petra zervich d’eoc’h, itron ! pe beva en eur gomedi pe en eul leac’h all, p’e gwir e rankan gounit bara !

— Sonjal a reen ne gompronec’h ket grevusded ar pez a reec’h. Da vihana n’ho peuz ket sinet eur paper evid toui chom bloaz pe daou ?

— Eo avad, itron, sinet em beuz er mintin-ma, ha va c’henseurtez he deuz great ive. Mes lavarit d’in eta, itron, pe seurt droug em beuz great, m’em beuz great eun droug bennag ?

— C’hoant ho peuz da veza torchen da rener an teatr, ha da galz a dud all c’hoaz, a deuio d’ho kwelet, abalamour d’ho kened, a deuio da labe ahanoc’h, evid eur pez a ugent lur. Kompren a rit, Lizik, petra lavaran d’eoc’h ?

— Ia, itron, va madoberourez, kompren a ran, rak dija, er mintin ma, ar mestr a zo eat ganen eun tammik pelloc’h eget n’oa dleet d’ezan mond.

— Hag ho peuz lezet anezan da bokat d’eoc’h, Lizik.

— Da bokat d’in, ia, p’e gwir e lavare e oa ar c’hiz d’ar merc’hed iaouank da bokat d’ar mestr bemdez douz ar mintin. Mes p’em beuz gwelet anezan o klask kastrillez ouzin, em beuz kaset anezan da foar an diaoul diwar va zro. Neuze e chachaz e zourn gantan, hag e pellaaz, en eur lavaret : Ça viendra bien, va, ma belle ! O lavaret ar c’homzou ze e choarze, mes me, m’oarvad a oa ruz evel kribel eur c’hok. »

— Gwelet a rit, Kato, da ober pe seurt labour e oa eat ho merc’hik koant, a lavaraz an itron goz. Setu aze petra eo en em fourra e kudennou, heb goulen ali ar re goz, ar re a oar ar vuez e Pariz ! Nag a dud, nag a verc’hed iaouank dreist-holl, a zo paeet mad, ho deuz beteg daou c’hant lur ar miz er magajinnou bras, en tiez a gonverz, aman e Pariz, abalamour m’ho deuz asantet servicha da dorchen d’ar mestr er magajinnou-ze. »

E oant o peur achui ar c’homzou ze, pa jomaz ar wetur a zao dirak maner an itron Kerbichard. An itron goz a baeaz an toucher, hag a bedaz Kato hag he merc’h da vond ganthi d’an ti. Pa oent erruet, e lavaraz :

— Ha breman petra refoc’h ? mond a refoc’h d’an teatr bremaik ?

(Da heuil).