Abenn eur vunuten, ar boutaouer a zistagaz eun taol gant ar glaouer koz hag a ledaz anezan hanter varo war an douar.
Neuze, torret e zec’het d’ezan, e teuaz d’ar gear heb beza bet en hostaleri. Ne zonje ket e Job, astennet du-hont war greiz an hent, ne zonje e netra nemed er billejou, en aour a ioa marteze kuzet e maillurou ar bugel.
Pa en em gavaz Per el loch, Kato a oa o tiroc’hal en he gwele.
— Sao ta ! Sao ta da rei eur bannac’h bronn d’ar gavaden-ma a zo ganen aman er baner.
Ar boutaouer a hije e vreg gwella ma c’helle, e keit ma oa ar c’hrouadurik oc’h en em zifretta en e vaillurou louzet ha freuzet gant daouarn ar glaouer du.
— Eur gavaden, a leverez ! eme ar vreg iaouank o tihuna, hag e peleac’h eman ?
— Aman er baner war ar bern skolpad.
— Hag euz a beleac’h eo deut ganez ?
— Kavet em beuz ar bakaden-ma etouez al lann war eur c’hleuz, kant paz en tu-ma da di Liz an Hanter-Hent.
Ekeit ma oa o lavaret ar c’homzou-ze, ar boutaouer a dapaz krog er bugel, hag her roaz d’e vreg. Houma neuze a roaz a galon vad e zijuni d’ar c’hrouadur, ha pa oa karget d’ezan e gof, e tispakaz anezan, evid er gwalc’hi, her c’hempen evel e oa dleet.
Griet oc’h ar rochedik wen dantelezet oc’h kalon ar bugel, Kato a welaz eur ialc’hik lian fin, dem-henvel oc’h golo eul lizer. He daouarn o krena, e freuzaz ar c’hrafiou, hag e tistagaz ar ialc’h ouz ar roched. Eur iouc’haden a leskaz, he daoulagad a baraz war eur renkad billejou.
— Ma Doue ! ma Doue, emezhi, biskoaz n’em boa gweled kemend all !
Ar boutaouer a zikouraz e vreg da zastum an arc’hant paper, ha pa oe great ar gont, e oa kavet dek billet, hag eul lizer hir.
Hini euz an daou-ma na ouie lenn, ha dre-ze n’oa moien ebet d’ezo gouzout petra oa war al lizer, ne c’hellent ket gouzout pegen braz e oa an tenzor.
— Kerz buan da lavaret d’am breur Loeiz dond aman, a lavaraz Kato d’he goaz, hen a lenno al lizer, hag a welo petra zo merket war ar billejou. Hast founus, ha paz d’id chom da lonka.
— Oh ! ar billejou, a ouzon awalc’h, a zo billejou a gant lur pep hini, rak brasoc’h int eget ar re a hanter-kant lur. An dra-ze a rafe neuze mil lur, kavet ganen hirio. Brao eo ne ket ta Kato, ha te ne vezi tam falloc’h evid rei eur bannac’h bronn bep an amzer d’ar fri louz bihan a zigas anê d’emp. Fidichen ! e oaz o laret dec’h e vije dao d’id dizon Pipi, ha setu hirio e peuz kavet tro d’hen ober. Sell ta ! ne peuz ket laret d’in c’hoaz pe potr pe plac’h eo !
— Eur plac’hik penn da benn eo, mar d’eo an dra-ze da zervichout d’id, a lavaraz Kato.
— Boon avad ! gwelloc’h e vije bet ganen ma vije bet eur boutaouer bihan, ha neuze diveatoc’h em bije bet eun tailler hag eur c’hleuzer.
— Paz d’id dizesperout, evit c’hoaz, a lavaraz Kato, mes da c’hortoz, prenn da vek, ha kerz da laret da Loeiz dont raktal.
Ar boutaouer a zanse muioc’h eget na valee, gant al lorc’h a oa ennan o kaout eur seurt bern aour, d’an ampoent ma na oa gwennek en ti, ha ma ranke tremen kant skoed evid gwez fao prenet gantan eur miz a oa.
Loeiz, e vreur kaër, eur potr iaouank triwec’h vloaz, a oa kleuzer boutou en eul loch all wardro dek munut bale euz e di, ha souezet e oa bet, o welet Per Mari oc’h ober d’ezan a bep seurt geizou, hag o lavaret d’ezan e oa pinvidika boutaouer a oa er c’hoat.
— Neuze eo d’id paea eul litrad, a lavaraz Loeiz.
— Deuz ganen d’ar gear, ha bremaik e weli petra zo digoueet ; eur bannac’h a vo.
— Gwelloc’h eo d’id rei moni d’in, ha me c’hai da di Vari al leaz hir.
— Euz a beleac’h e roin me moni d’id, p’e gwir n’euz ket eur santim toull em godell.
— Ha ! ha ! ha ! pinvidika boutaouer zo er c’hoat !
Goulskoude a fors da chacha anezan, Per Mari a c’hellaz toueli e vreur-kaer da zond gantan d’e lochen, hag en hent, e kontaz d’ezan ar pez a oa digouezet.
Pa oa erruet Loeiz e ti e c’hoar, e welaz ar billejou, hag e lavaraz e oa mil lur peb hini anezo, da lavaret eo, e oa dek mil lur staget oc’h ar bugel !!
Ar boutaouer a skrabe e benn, ha ne c’helle nemed a boan, kredi ar pez a gleve e ziouskouarn.
— Sur oud Loeiz euz ar pez a leverez ? n’emoud ket oc’h ober goap diouzimp ?
— Pa laran d’id, e c’hellez kredi ac’hanon velkent !
— Deuz da dapa eur chopinad da di Liz an Hanter-Hent, me baeo da zevez d’id, rak hirio eo red d’imp arrozi an hani bihan, rei d’ezan e vadeiant kentan.
Loeiz, evel peb boutaouer mad, na leze ket e lod euz al Lagout da vont gant eun all, ha ne oa ket bet red pedi anezan diou wech.
Pa oa digouezet an daou vreur kaer e ti Liz, an hostizez hag he goaz a oa c’hoaz o walc’hi e benn da Job ar glaouer. Daou botr iaouank o vond da zorna gant o c’hezek da di eur iontr d’ezo, eo a zougaz ar glaouer gouliet da di an hostizez.
(Da heuil.)