Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
16
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————


— Petra ri, va Lomik, pa vezi bras ?… Da billaoua e zi ive ?

— Ia, papa, ha pa vezi koz, koz, te na ri netra ebet ken, me a zougo ar pillou.

— Ha me ive, papa, a lavare Lizik, me a lezo maman er gear, hag a ielo da labourat da di an itron goz. Me zigaso va holl gweneien da vaman, evit prena bara.

An daou goz a deue an dour en o daoulagad o klevet komzou kaër o bugaligou iaouank, o c’halon a dride en o c’hreiz gant ar joa, hag e pokent d’an daou vihan, o esperans, o euruzded en o c’hozni.


XIV. — Eun darvoud skrijus


An daou Vreizad o devoa en em garet azaleg an deiz m’o devoa great anaoudegez an eil gant egile.

Evel ma z’euz gwad ar famill, ez euz ive gwad ar vro. Ar c’hoeff gwen kaer giz Kallak, a skoaz eun taol pounner war galon ar pillaouer, anavezet en devoa raktal dindan ar c’hoeff ze, eur plac’h euz e vro, eur plac’h dilezet, eur plac’h kollet, eur vam glac’haret. Mond a reaz d’he c’haout war ribl ar Seine, hag e galon en e greiz a verve gant ar garantez ha gant an druez. Pa devoa ar vreg lavaret e pe seurt stad reuzeudik ec’h en em gave, pa lavaraz o oa o vond d’en em daoler er ster gant he daou vugel, ar Breizad a zantaz an nerz o tond d’ezan, hag en e goustians eur vouez a lavare d’ezan krenv :

— Salv ar vreg-ze euz da vro !

Kerkent, gant eur vouez nerzuz e lavaraz d’ezhi :

— Roit d’in ar potrik ha digasit ganeoc’h ho merc’hik, ha bremaik me a ziskouezo d’eoc’h ez euz bara evid ar Vretoned, e ti eur Breizad o chom e Pariz.

Ar garante-vro a gaozee e kalon ar Breizad, ha gwelet hon deuz gant pegement a nerz e laboure bemdez potr Pluskellek, evid rei bara da Gato Koat an Noz ha d’he bugaligou.

Mes allaz ! an euruzded er bed-ma n’eo ket padus, hag a veac’h o talc’homp anezhi etre hon divrec’h, ma tec’h diganeomp.

Eun devez, pe gwelloc’h, eun nozvez, e miz Kerzu, ar Breizad a oa eat kentoc’h eget kustum da glask pillou. Karget e oa dija ar zac’h, pa zaillaz warnan daou grennard, hag heb lavaret ger, a sankaz o c’houtelli e korf ar pillaouer. An daou vuntrer iaouank-ma, a laze o nesa, netra nemed [evid] kaout ar blijadur da welet ar gwad o ruilla, hag evid gwelet an den oc’h en em zifretta araok ar maro.

Eun heur goude, pevar billaouer all, a zigasaz o c’henseurt d’e di. Pemp taol koutell a oa en dro d’e galon.

Diez o vije rei da anaout sklear eur skeuden hepken ouz glac’har Kato, pa oe digaset dirazhi korf maro an den a oa bet ken mad evithi, hag en devoa, a c’hellor da lavaret, roet e vuez evithi. Dre garantez evithi hag evid he bugale, eo en devoa bremaik dilezet e wele tom, evid mond dindan bolz du an oabl, da glask e vuez, hini e vreg hag e vugale.

Trist e oa gwelet an daelou tener o ruilla euz daoulagad ar vugale, spontet ha dihunet gant klemmou o mam. Skrijuz e oa gwelet an daou grouadur en noaz, o pokat da vizach sklaset o zad.

Goulskoude, an disparti a oa red, hag antronoz da nav heur, korf ar pillaouer a oa en douar benniget, ha trempet gant daelou e vreg hag e vugale. Ar re-man a ouelo d’ezan c’hoaz epad pell amzer, ha birviken na ielo e vadelez euz o spered. Breman ive, an daou vihan a gavo goullo ar gamprik, pa ne vezo mui o zad da c’hoari ganto e toull an oaled pe etal ar prennestr. O laouenedigez na vezo mui ken henvel, rak o zad na vezo mui aze evid pokat d’ezo, evid konta d’ezo historiou hag a lakei anezo da c’hoarzin. O mam, gwir eo, a jom ganto, mes red o vezo d’ezhi breman labourat muioc’h eget biskoaz, evid gounit bara ha paea ti.


XV. — Buez nevez Lizik


Kato a iee bemdez, daou vloaz a oa, da labourat da di e Itron goz, ha breman, p’e gwir n’euz nemet hi da c’hounit bara, he deuz muioc’h eget biskoaz a ezom da vond. Plijout a ra d’e mestrez, sentus eo, na zell ket oc’h a boan, an itron goz ive na zell ket evid rei d’he matez muioc’h eget nebeutoc’h, gouzout a ra he deuz ezom.

— Hiviziken, e tigasfoc’h ganeoc’h d’ar iaou ha d’ar zul, ho taou vugel da leina ha da goania, an dra-ze a raio plijadur d’ezo, a lavaraz an itron goz d’he matez.

— Aoun em beuz, Madame, na rafent re a ziaoulegez aman, trouz a rafent, louza rafent an traou ha terri marteze meur a dra.

— Nan, nan, Kato, aman er gegin eo e tebrefont asamez ganeoc’h, hag e c’hellfoc’h o gourdrouz, ma rafent re a zrouk.

— Mad, itron, trugare d’eoc’h.

Antronoz e oa ar iaou, hag evel just, ar vugale, pa glevchont e oa lavaret d’ezo gant an itron mond da leina d’he maner, ne oant ket tapet re divezad.

An itron Kerbichard goz a oa en he c’hambr, ha pa glevaz ar vugale, da unnek heur o tond, ec’h en em lakeaz en he frennestr, ha gant he lunedou aour war he fri, e selle outo.

— Bonjour, Madame, a lavaraz Lizik en eur stoui e fenn. Lomik a ree evel d’hi.

— Bonjour, bugale ! erru oac’h ?

An itron neuze a ziskennaz, hag a gasaz ar vugale da c’hoari el liorz adrenv ar maner.

(Da heuil.)