Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/11

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
11
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————



VIII. — Al lochen devet


Antronoz vintin, an archerien, ar justis a oa e ti ar boutaouer. Mes petra da ober, pegwir an torfetour n’oa ket en ti.

Ar paourkeaz Job a oa douaret, hag e vuntrer a rede ato.

Goulskoude, Marc’harit, breman he-unan, klanv var he gwele, a glaske kement an tu d’en em venji evel d’en em barea. Euz nosvez e savaz euz he gwele, e kemeraz eur beac’h raden, e lakeaz an tan ennan, hag e taolaz anezan war lochen ar boutaouer, hag e teuaz raktal d’ar gear.

Pemp munut goude, ar balan seac’h a strake, an doen e tan a goueze, ha Kato n’he devoa bet nemed just an amzer da dapa he bugale en he hinviz, hag er-meaz gantê. Eun heur goude, kement a oa el lochen a oa puluc’het e-kreis an noz tenval.

Kato neuze, heb argila, a ieaz en he hinviz, da di ar boutaouer a roe labour d’he breur Loeiz. Kerkent e oa digorret d’ezhi an nor, ha prestik goude, e oa gourvezet gant he bugel, en eur gwele tom. Mez an daëlou a ruille euz he daoulagad, o sonjal he devoa kollet he goaz, kollet kement gwennek a oa deut gant ar bugel. « Petra rin-me breman, emezhi, gant daou vugel oc’h va heul ? Oc’h peseurt sant en em erbedin-me breman, pa ’z eo devet va holl billejou a vil lur, ha kement tra a oa em lochen ? Ne vezin ket avansetoc’h evid goulen digant va breur eur gwennek bennag evid kaout eun tam dillad, rak gouzout a ran e lonk e holl liardou dre ma c’hounit anezo. Koulskoude e vezo red d’in maga va Lomik, hag houman, ar plac’hik-ma, daoust ma ’z eo kaoz euz va holl gwaleur, euz va holl glac’har.

« Ma ouezfen e peleac’h man he mam, a dra-zur ne ket aour hag arc’hant a vankfe d’in, mez n’ouzon netra, netra, ha gwelet a ran e vezo red d’in gouzanv naoun ha paourentez, evid maga an daou grouadurik a zo lezet ganen. Ha goulskoude, eun dra bennag a lavar d’in e kavin ar vam-ze he deuz roet ar vuez d’am Lizik. Ia, mond a rin d’he c’hlask, ha kousto pe gousto, he c’havin en eun tu bennag, ha diwar neuze e vezin eürus, e vezin pinvidik.


IX. — En hent


Goulskoude, an dud vad diwardro, a roaz tammou dillad da Gato ar boutaouer, ha goude beza tremenet eun neubeud deiziou e ti Fanch, mestr he breur, ar vreg glac’haret a dec’haz, heb beza lavaret kenavo da zen.

Mond a ree gant an hent, he daou vugel ganthi, ha ne ouie ket he-unan da belec’h e iee. Kennerzet gant ar zonj o kavche mam he Lizik, en eur gear vraz bennag, e kerze, hag e kerze bepred, en eur goulen bara p’he dije naoun, hag eur banne leaz da derri o naoun d’an daou vihan. Pa vije skuiz o tougen he daou grouadurik, e chome da zihan war ribl an hent bras, hag e lakee an daou ealik da gouskat en he c’hichen en he zavanjer.

Kalz a geariou he devoa tremenet, ha kaër ha devoa bet goulen enno holl piou a c’helle beza mam da Lizik, den na ouie, den na ree forz evid gwelet he daělou, he glac’har.

E gwirionez, Kato a wele an dizesper o sevel en he spered, uhelloc’h eget peb tra. Gwelet a ree eur rum o c’hoarzin d’ezhi pa iee da c’houlen ar pez a glaske, lod all a lavare e oa hi diskiantez, e oa he flas en klanvdi ar merc’hed sod, hag he daou vugel a vije bet gwelloc’h en hospital ar vugale paour ha dilezet.

— Eun druez eo, a lavare lod-all, lezer eun diodez evel hounnez da zougen bugale !… Koantik int goulskoude, mez, klaoustre int daou vastard, a lavarent en eur c’hoarzin.

Tri miz goude ma oa tec’het euz Koat-an-Noz, Kato en em gavaz e Pariz.

E oa eno, azezet war eur bank, war ribl ster ar Seine, he mouchouer a oa ganthi war he daoulagad, gouela ree puill, he c’halon a oa glac’haret braz. Gant he dourn kleiz e talc’he Lizik var he barlen, ekeit ma oa he Lomik o c’hoari gant ar grouan a oa dindan ar bank. Breman, muioc’h eget biskoaz ec’h en em gav he-unan. Gwelet a ree kalz a diez kaër, kalz a dud o tont hag o vond a bep tu d’ezhi. Mez ennhi he-unan e lavare : « An tiez-ze, n’euz hini abed anezo d’in me, hag an dud-ze n’int d’in-me na kar na par, n’o anavezan ket. Mar vijen bet da vihana chomet du-ze en Breiz, em bije gallet kaout eun tam bara, e vijen bet hardiz da c’houlen digant tud va bro, eur bannac’hik leaz evid va daou c’hrouadurik, hag unan bennag en dije roet d’in eun tam dillad, fall pe vad, evid goloi o c’hroc’hen. Aman ne gredan goulen netra. O ma Breiz, pegen mad ec’h out ! »

E oa c’hoaz o lavaret ar c’homzou-ze, pa deuaz eul lakepot da c’houlen diganthi perag e ouele.

— C’houi, plac’h vad, hervez ho kwelet, a zo eur Gernevadez, rak dougen a ret koeffou mod Kallak, pe Lohuec pe ar Chapel-Neve ?

— Ia vad, den mad, a lavaraz Kato, entanet he c’halon o klevet an den-ze o komz outhi e brezonek.

— Sonjal a reen, rak va mam a zouge eur c’hoef henvel oc’h an hini a zougit.

— Euz a belec’h e oa ho mam, den mad ?

— Ma mam a oa euz a Bluskellek, ha me ive a zo ganet eno, mez pell-zo n’oun ket bet o welet ar vro-ze, aman e Pariz emaoun o chom. Ha c’houi, greg vad, o vond da belec’h e oac’h gant ho taou vihan ? Pell eman ho kambr ac’hann ?

— Me n’em beuz kambr ebed aman, nemed aze bremaik ebarz ar ster gant va daou vihan.

(Da heuil.)