— Eur restad terzien he deuz c’hoaz, a lavaraz goustadik an itron Keramis d’an aotrou Kerbichard.
— Ia, anat eo, a lavaraz mam Rosalie.
— Ha goulskoude, a lavaraz ar c’habiten koz ! e c’hell marteze beza gwirion ar pez a lavar. Ar geriou-ze war he muzellou, a c’hell e gwirionez dond euz he c’halon… Merc’h Rosalie ? Karet a rez an aotrou Georges ?
— Ia, papa, her c’haret a ran e gwirionez, abalamour ma kar ac’hanon, ha ma kar va merc’h, va bugel.
O lavaret ar c’homzou-ze, Rosalie a lakee he dourn deou war he c’halon, hag a zelle oc’h Georges, en he zao en he c’hichen.
— Ha c’houi, aotrou Georges, a lavaraz tad Rosalie, karet a rit hu ive va merc’h ?
— Aotrou ! abaoue ma c’hanavezan ho merc’h, pevar devez a zo, em beuz truez outhi, hag an truez-ze a zo deut da veza karantez gwirion, karantez birvidik. Mes gouzout a ran, ar garantez-ze na c’hellan ket hen diskouez d’ezhi, eun all en devezo he c’halon, rak…
— Rak petra ! eme tad Rosalie.
— Me, aotrou, n’oun netra nemed eur medisin iaouank, eun den heb danvez, ha dre-ze ne gredan ket…
— Ne gredit ket petra ?
— Ne gredan ket goulen diganeoc’h kalon ho merc’h da garet.
— Ar garantez, mignon, eo kaera tra a zo er bed, hag an danvez a dlefe ato douja d’ar garantez gwirion. Me ne gomprenan netra nemed an dra-ze. Rakse ta, ma c’hen em garit, mar touit en em garet a hed ho puez, gant eur galon laouen, ne ket ta va greg vad, e roimp hon asant evid hoc’h unani dre ar Briedelez.
An itron Kerbichard, a lavaraz : « Ia ».
— Oh Georges ! Georges, deuz da bokat d’in, ekeit ma vezo hon tad hag hon diou vam o venniga ac’hanomp, a lavaraz Rosalie.
Ha Georges, diskabel, a astennaz e benn er gwele, hag a vriataz e vuia-karet.
An daelou a ruille euz daoulagad an tri goz hag an daou iaouank.
Abenn eur miz goudeze, Georges ha Rosalie a oe dimezet e kear Roazon.
Ar boutaouer hag e vreg, abaoue m’o devoa bet an eurvad da gaout en o lec’h merc’hik Rosalie, a lonke friko hag a ree muioc’h mui al lez d’ar varriken.
Loeiz, an tad-paeron, a vije breman gwelet aliesoc’h e ti e vreur-kaër, hag war zigarez dond da welet e fillorez, bep tro e karge eur c’hovad Lagout.
Ar voutaouerion diwardro, a glaske ive an tu, aliesa ma c’hallent, da gaout kaoz oc’h ar boutaouer pe oc’h e vreg, ha sur e vijent da gaout digemer vad, hag ar voutail a ouie lakat laouenedigez e kalon an an holl.
Goulskoude Job, amezeg tosta ar boutaouer, a oa teval e benn, hag e galon o weled neb a oa bet gwechall e vignon. oc’h ober faë warnan hirio. Aliez e vije taoliou teod ha chach bleo etre an diou vreg, ha bep tro greg ar glaouer he dije lamm hag a golle krabanadou bleo, er stourmajou oc’h greg ar boutaouer.
Mez ar stad a vuez-ze na c’helle ket padout pell, hag eur zulvez da noz, Mac’harit ar glaouer, bet adarre oc’h en em ganna oc’h Kato ar boutaouer, a oa digaset d’ar gear en eur stad a varo. He daoulagad n’oant nemed gwad, he c’hosteziou bronduet gant an taoliou boutou, hag en he c’hein e oa daou daol koutell digor frank.
Ar glaouer, da zul, n’oa ket kustum da zond d’ar gear, nemed pa vije taolet er meaz euz an hostaleriou. Ato e kave eur mignon bennag ken kontant hag hen da jom da c’hlaourenni dirag ar varriken.
En devez-ze, evel kustum, ec’h en em gavaz en e lochen, d’an heur ma klever ar c’haouenned o kana. Evid dond euz ar bourk, an hent n’oa ket ledan awalc’h evitan, hag aliez e iee da dourtal ar c’hleuziou pe e koueze a stok e gorf war greiz an hent.
E zillad louzet, ar gwad war e dal, ec’h en em gavaz er gear.
Pa welaz e pe stad truezus e oa e vreg, e santaz e wad o vervi, hag e lavaraz :
— Adarre oud bet krog e Kato, hag evel kustum, e peuz tapet meur a lipad !
Heb lavaret ger, e tec’haz neuze euz an ti, hag eur goutell taol en e zourn, e ieaz en eur doui da di ar boutaouer.
Heman a oa en e wele, ha dor an ti a oa prennet. Goulskoude, el lochen, nag ar boutaouer nag e vreg na gouskent, mes sonjal a reent en torfet o devoa great, aoun o devoa na vijet eat da glask archerien Benac’h.
Gant eun taol skoaz, ar glaouer a daolaz an nor en ti. Kerkent ar boutaouer a lammaz er meaz euz e wele, hag a sankaz nao gwech, eun talar e korf ar glaouer. Pemp munut goude, Job a oa beuzet en e c’hwad war leur zi ar boutaouer, ar maro a oa bet trum.
Per al Louarn neuze, heb lavaret kenavo d’e vreg, a gemeraz pevar billet a vil lur hag a gemeraz an teac’h founusa ma c’hellaz. Den abaoue n’en deuz klevet hano anezan.
(Da heuil.)