Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Merc'h ar boutaouer-koat, 1910.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
1
Romant gazeten “AR BOBL”


Merc’h
AR BOUTAOUER-KOAT
GANT
Loeiz AR FLOC’H


————


I. — E-kreiz Koat-an-Noz


Hor bro Breiz-Izel a zo kaër meurbed, hag ennhi, peb traonien, peb menez, pa deu an hanv, a zo leun a vleuniou c’houez vad. Hor gwez bodennek a ro disheol d’ar beachour skuizet war an hentchou braz. Hon aochou gwen, hon tevennou uhel, hor reier, debret gant ar mor ha kleuzet, a chach bep bloaz kalz a dud pinvidik da welet hor bro.

Mes hon aochou ma zint kaër, hor c’hoajou doun, hor meneziou goloet gant o gouez uhel, a blij ive da galz a zuchentil, a deu di da welet al labouriou kaër great gant an natur adreuz d’ar c’hantvejou.

Kerne Uhel a dra-zur eo ar fleuren gaëra euz boked koant Breiz Izel. Eno e kaver koajou divent, eleac’h e kan didrabas an ewned a bep seurt liou, a bep ment. Eno ive dreist-holl eo ema ar reier gouez a zav beteg an oabl o c’hribennou lemm. Testou int euz an amzer goz, ha lavaret a reont d’eomp n’o deuz biskoaz pleget o fennou rust dirak enebourien ha gwaskerien hor bro. Iaouank int c’hoaz, en despet d’ar c’hantvejou, d’ar gwall amzeriou a dremenaz dreizo, ha bep hanv, gant lorc’h e tiskouezont o mantellou melen aour, liou ar bleun lann, pe o saëou violed, liou ar bleun bruk.

Daou euz ar c’hoajou brasa a zo en Kerne-Uhel, a zo hanvet Koat-an-Noz ha Koat-an-De.

Breman evel gwechall, pa ieomp er c’hoajou braz-ze, a zo e kanton Benac’h, ne zaleomp ket da welet du-ma duhont lochennou great var bester, ha toet peurvuia gant bruk pe balann. El lochou-ze, tost d’ar gwez fao, d’an oun, e vev dinec’h famillou ar voutaouerien hag ar glaouerien. Bemdez e klever eno kan an harpon o vont dre ar c’hoat glaz, ha bemdez ive ar voutaouerien hag ar glaouerien a unan o moueziou gant re al lapoused ; er c’hoat ez euz labour, ez euz buez.


II. — Eur bakaden


D’an ampoënt ma kommans ma istor, e oa Per-Mari al Louarn hag e vreg Kato oc’h ober bouteier e Koat-an-Noz. O loch a oa kant gourad ouz an hent bras, da lavaret eo, e oa war ribl ar c’hoat. Eur glaouer, Job an Talgoat, a oa e loch wardro tri c’hant paz euz hini ar boutaouer, war ribl an hent braz ive, koulz lavaret.

An daou amezeg a veve evel daou vignon, hag an diou vreg evel diou c’hoar.

Per-Mari ar boutaouer en devoa neuze tregont vloaz, ha Kato pevar bloaz war n’ugent. Ar gaouer avad, a oa gwen e vleo, ha Mac’harit e vreg, a oa tremenet he hanter-kantved.

Bep lun vintin araok en em lakat a zevri da droc’ha koat boutou, greg ar boutaouer a ranke mond kerkent ha sao-heol da garga e boutaill a hini melen, rak Per-Mari, mar plije d’ezan ar jistr, a gave kalz gwelloc’h al Lagout. Job euz e gostez, a oa tano e fri, a ouie pe heur e vije tom ar fourn e ti e amezeg, hag a ouie brao dont da di ar boutaouer da zikour skarza ar voutaill.

Goulskoude, en devez-ze, d’al lun vintin, 24 a viz eost 1880, greg ar boutaouer, berr e mouniz, ha berroc’h he arc’hant, a lavaraz grons d’he fried, ne oa gwennek ebet en ti, ha ne iache ket da c’houlen kred d’an hostaleri.

— Ma ne fell ket d’id mond, a lavaraz ar boutaouer, n’euz droug ebed evid an dra-ze, ha me a c’hai ma hun, rak daonet vo ma ene, ma brec’h na chach ket mad war an harpon, pa ne ve ket lardet ma gwaziou gant eur bannac’h Lagout.

A veac’h en doa lavaret ar c’homzou-ze, pa welaz Job o tostaat.

— Hanta Job ! du-ze eo mad penn ar vreg ?

— Ia, mad awalc’h, Per, mes ma hani-me n’eo ket, rak ma forn zo tom abaoue dec’h.

— Ma hani-me zo ive, ma fotr, hag evid en em barea, vo red d’emp mont da welet Liz an Hanter-hent. Te zo krenv da vont ?

— Demp bepred da welet.

Da beder heur deuz ar vintin, an daou vignon, o daou o tistana râ, seac’h o c’horzaillen, a gerze var zu ti Liz an Hanter-hent, a oa neuze o telc’her an hostaleri dosta en tu kuz-heol d’ar c’hoat. Liz a veve eno braoik gant he goaz, en devoa eun tam pansion digant ar c’houarnamant, abalamour en devoa lezet e breac’h kleiz en brezel ar C’hrimée. Eur ramoner bennag, eur boutaouer, eur glaouer bennag, a deue gwech ha gwech da ober al lez d’ar varriken, hag ive da zaoulagad glaz an hostizez iaouank.

E oant dija erruet tost d’an ti, pa glevchont mouezig eur bugel o ouela en o c’hichen. Sellet a rachont neuze a bep tu, ha ter evel eul luc’heden, ar boutaouer a lampas war ar c’hleuz, hag eno, etouez al lann, e welaz eur baner, hag evel eur c’hrennard o tifoupa eun neiz, e krogaz ennhi, e tiframmaz anezhi euz a douez al lann, ha laouen e tiskennaz war an hent braz.

Job ive, evel pa zantefe c’houez eun tenzor, a grogaz er baner, a esee diframma anezhi deuz daouarn ar boutaouer, mes heman a zalc’he mad. Gwelet a reent o daou, dre liou an dillad kaër a oa endro d’ar bugel, ne oa ket bugel eur baourez, ha muioc’h dre garantez evid an tenzor a c’helle beza kuzet er baner, eget dre garantez evid ar c’hrouadurik, ne zihanent da ziframma an dillad pephini o chacha gantan.

(Da heuil.)