Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

d’e welet. Hema a zigouezaz kerkent evel m’hen devoa klevet ar c’helou, hag an daëlou enn he zaoulagad e teuaz da boka d’e dad. Goude eur pennadik amzer e lavaraz :

— Tad, emezan, ganen a zo aman e va bruched, eur voutaillad hini melen, hanvet eo an dour a vuez, evit deuz outan, ha sur, m’en tou, e welaio d’eoc’h.

Pa wel an evach miliget, an tad a zav enn he c’houaze, a zispak euz a douez an dillad vele he zaouarn kastizet gant ar c’hlenved, ha gant eur vouez krenv o krena e lavar :

— Mabik, mabik, kement a veradennou daëlou a meuz skuillet, evel a veradennou e peuz evet deuz al lorgnez-ze, mez kaër a meuz bet hirvoudi, n’oun ket bet evid da zizrei deuz da dech miliget, n’oun ket bet goest da denna ac’hanoud deuz skilfou an aneval-ze en deuz great e dron en gweled da galon. Da vreg, eur vaouez dispar, a zo dizec’het gant an anken e-kreiz he brud ; da verc’hik, koant evel an heol, na divije ket eun tam bara da zebri paneved he zonton beleg. Kalon a rankez da gaout evid dond bete gwele da dad, da ginnig d’ezan, war bordik e vez, eun evach falloc’h eget an hini a oa kinniget d’hor Zalver war ar groaz. Kerz, kerz mab milliget, kerz pell diwar va zro, c’houez fall a zo ganez ha gant da zour a vuez ! Taol an ampoezon-ze war an teil, ha kerz buan da lavaret d’am mab Perik, Person e Rosko, dond da welet ac’hanoun araok ma varvin.

Estlammet holl o klevet ar c’homzou-ze, Lanik a ieaz buan er meaz euz ti e dad, a zavaz war e vidochen, hag a ieaz buana ma c’hallaz da Rosko da ober ar gevridi roet d’ezan gant he dad. Da zeiz heur deuz ar mintin ec’h en em gavaz, diabaf kaër en ti e vreur. Digemeret oa gant ar vatez, pehini n’hen anaveze ket. Roet oa dezan eur gador da azeza er gegin.

— An aotrou Person, eme ar vatez, a zo oc’h oferenni, kalz tud en devezo da govez, ha m’oarvad e vezo tost da nav heur araok ma vezo achu gantan.

— Amzer a zo, eme Lanik, mez naon a meuz ha sec’hed, ha diez e kavan kaout naoun ha sec’hed e ti va breur.

— C’houi eta, eme ar vatez, a zo breur d’an Aotrou Person ?

— Ia zur, eme Lanik, ha kredi a ran n’eo ket dizec’h an holl barrikennou er prespital.

— Nan, a drugare Doue, eme ar garabasenn, mez deuit eta d’an tu all da zebri eun tamm ha da eva eur banne.

Lanik n’oa ket bet red adpedi anezan, ha prestik goude, ar bara, ar c’hig moc’h mogedet, an anduill, eur voutaillad gwin koz hag eur c’halir kaër a oa laket war an daol e kichen Lanik, skarzet oa en eun taol kount ar gwin koz, hag eur c’hrogad mad en devoa great war ar c’hig hag an anduill. Lanik, evel droug ennan, a deuaz er meaz euz ar zal da lavaret d’ar garabasenn ne gave ket mad ar gwin, hag e oa kalz gwelloc’h gantan ar gwin-ardant.

— Pe sort gwin eo hennez ? eme ar vatez.

— Bah ! eme Lanik, c’houi n’ententit ket brezonek Leon ? gwin ardant, La Goutte, odevi, an dra-ze zo henvel tout.

— Roit d’in eta eur banne La Goutte, odevi ma ententit gwelloc’h.

Ar garabasenn a roaz d’ezan neuze eur voutaillad leun koulz lavaret. A benn eun hanter heur goude oa skarzet ar voutaill, ha pemp kart heur a ioa, oa Lanik o karga e zac’h e sal-debri e vreur.

Evelato an Aotrou Person a erruaz war dro nav heur : souezet maro oa o welet n’oa netra aozet evit dijuni.

— Roit peoc’h eta aotrou Person ha kaozet sioul, rag an tu-all aze ema o preur o koumans roc’hal. Evet en deuz eur voutaillad gwin koz, tost d’eul litrad odevi, eul lur kig moc’h hag eun hanter anduil-