Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

c’herniel savet war dal an diou blac’h iaouank, hag eur pennadik goude, ne vije ket lavaret e vijent bet klanv.

An holl dud euz ar palez, diskennet bremaik d’an traon, a zavaz buan er zolier, hag a dride o c’halonou o welet ar burzud. An Impalaërez goz, an daëlou a joa en he daoulagad, a vriataz neuze Lanik an Tougn, hag an Impalaër a lavaraz d’ezan :

— Mab kaër out d’in, meritet ec’h euz, hag azalek brema ec’h euz perz em merc’h hena, em holl madou. Va c’hurunen a vezo d’id pa vezin maro. Varc’hoaz e ma gouel braz ar Franz a-bez, varc’hoaz ive e vezo sinet etrezoc’h ho taou an unvaniez peurbadus, hag a-benn teir zizun e vefoc’h unanet gant an iliz ouz taol ar zakramant.

Kaër e oa gwelet Lanik an Tougn da zeiz e eureud, o rei an dorn da verc’h hena an Impalaër. E vreur kosa, person en Rosko, eo a roaz d’ezo sakramant ar briedelez.

Goude maro e dad-kaër, Lanik a oa lakeat war an tron. Eun impalaër dispar a reaz, rag p’en em gave berr e dud e-kreiz ar brezeliou, e tenne deuz e vaz aour eun niver braz a zoudarded, pere a gase bep taol da chouka holl enebourien ar Franz.

Evelato, eun den ken kaer, ken dispont e-kreiz tan ar brezeliou, n’oa ket peurbadus. Mervel a reaz, ha war e lerc’h n’euz bet impalaër ebet ken en Franz.

Me, pehini a skriv ar vuez burzudus ma, a anaveze mad Lanik, mignon e oan d’ezan, pa oan o chom en Bodilis, pedi a reaz ac’hanon d’er c’has d’an iliz da zeiz kaer e eureud ; bet oun gantan mevel en e balez ha bemdeiz e vijen o servicha anezan ouz taol.

Brema, pa ez oun deut da veza koz, dastumet ganen eur gwennegik bennak, oun deut adarre da chom da Vodilis, da Vreiz-Izel, d’am bro muia karet.

Bodilis.

Loeiz AR FLOC’H.