Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


Lanik an Tougn, eun tok kern uhel war he benn, eul lunedou aour war he fri a zigemeraz Penn-Rener ar Frans.

— Prometet am beuz va merc’h, va madou ha war va lerc’h va c’hurunen d’ar medisin a bareo va merc’h hena taget gant eur c’hlenved mezuz ha poaniuz braz meurbed. Pedi a ran ac’hanoc’h da zont d’he gwelet, rag braz eo hor glac’har er Palez. An Impalaërez zo prest he c’halon da ranna, me va unan n’oun mui gouest da ren va bro ken am bezo gwelet e pe du ez aï va merc’h.

— Mont a ran ganeoc’h raktal, Aotrou Impalaër, me a velo ho merc’h ha me hi fareo.

Kerkent ar c’harronz a ieaz enn hent. Pa oa digouezet Lanik an Tougn er Palez e oa eur bobl tud e kambr an diou glanvourez, taget ho diou gant ar memez klenved. Brema, aotrou Impalaer e lavaran d’eoc’h va lezel va unan er gampr gant an diou glanvourez, abenn eun hanter heur me ho kalvo, goude m’am bezo roët ar iec’hed d’an diou blac’h-ma.

Neuze, o komz ouz merc’h an Impalaër, e lavaraz d’ezhi : « C’houi, va dimezell goant, n’euz pare ebet evid’oc’h ma na restaolit ket ar pez oc’h euz laëret. Me eo ar c’hoarier dominoiou da behini oc’h euz laëret e ialch, laëret oc’h euz anezhi diganen pa oan kousket enn ho Palez, me eo an hini oc’h euz disprizet da zeiz ar c’haloupadek, me eo ar geginerez am euz prientet ar pred roet en oc’h enor, ha bepred ec’h euz great fae varnoun. An dismeganz-ze a gouez hirio pounner warn’oc’h. C’houi goulskoude a dlie gouzout penaoz an den, n’euz forz pegen uhel e ve savet, a c’hell awechou kaout ezom euz eun all izelloc’h eget han.

Neuze Lanik a wiskaz he dok ledan, an tok Breizad-ze gant pehini e oa bet o c’hoari domino ouz merc’h an Impalaër : Houma kerkent hen anavezaz hag a lavaraz d’ezhan : Va mignoun ker, gwir a leverez, tennet em boa diganez da ialc’hik, great am euz faë warnoud, mez keuz ha glac’har am euz d’am fec’hed, laka da zourn em dourn, stag da vuzellou ouz va diou chod dislivet gant ar c’hlenved. Fizianz am euz e roï d’in ar iec’hed, hag azalek an deiz-ze e vezi va fried.

Setu ama da ialc’hik vihan, bepred am euz dalc’het anezhi em c’herc’hen, en envor d’an hini kenta en deveuz va zrec’het o c’hoari domino, mez hirio na zervich d’in da netra p’e guir ema va c’horfik iaouank flamm ha gwerc’h c’hoaz o vont e strad an douar ien. Dalc’h mad d’ar ialc’hik ze, ha skriv warnezhi gant lizerennou aour hano an hini da gar ha da garo bepred. Laka anezhi war boull da galon, ha dalc’h sonj eo bet ivez e kichen kalon merc’h hena Impalaër ar Frans. Ro d’in ar iec’hed, en hano Doue, gra d’in sevel euz ar guele a boan-ma. En da c’halloud ema, mignoun keaz, roi d’in ar pez a gavan gwelloc’h eged madou. Faë em beuz great warnoud guir eo mez pardoun d’am glac’har, ha da vro gaër Breiz-Izel a vezo hed va buez an tosta d’am c’halon. — Neuze Lanik, tenereat e galon gant komzou kaer an Impalaërez iaouank, a dennaz euz e c’hodel eur bizou aour merket warnezhan he hano. Sell, merc’hik koant an Impalaër, setu aman ar bizaoued a dlee roi d’id ar iec’hed. Lez a’chanoun d’hen lakat d’id en dro d’az piz, ha tou d’in e vezi va fried, ma roan d’id ar iec’hed hag ar gened ec’h euz kollet.

— Toui a ran dirag Doue a zo ouz va zelaou ma roez d’in ar iec’hed e timezimp hep dale an eil d’egile.

Neuze Lanik, goude beza lakeat ar bizaoued en dro da viz ar glanvourez, a roaz d’ezhi da eva eul louzou great gant unan euz an avalou ruz, pere o devoa ar galloud da barea an holl glenvejou. Raktal ez eaz da dal gwele Anjelina, pehini a evaz ive euz al louzou burzudus-ze. Kerkent, an doen a strakaz hag a fraillaz. an tan a grogaz er