Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

Potr yaouank a Vreiz-Izel, sell oc’h ar chastell kaër a zo du-bont e kreiz ar mor. Na welez-te ket ar prenest о lintra oc’h sked an heol ?

Aze eo e tremeni an noz, aze ema о chom mam Madoberourez Breiz. Dalc’h sonj breman deuz ar pez he deuz-hi lavaret d’id dioual oc’h an teir dimezell skedus a zo er maner-ze, rak ken braz eo ho fallagriez evel ho gened. Varc’hoaz vintin da deir heur, tec’h didrouz euz ar c’hastell, rak da beder heur, ma vevez c’hoaz er gampr, e vezi lazet gant ar biliennou o koueza warnoud. Kerkent ma vezi tec’het deuz var-ëun d’am c’haout, rak poent e vezo d’eomp poursu hor beac’h hir.

Kerkent m’e devoa lavaret ar gir-ze, ar vor-blac’h a lezaz eur zuta­den skrijuz, hag evel eul luc’heden, a dreuzaz ar reier uhel. Eun taol askell spontus a roaz d’ar mor, ha kerkent e oan war ribl an trez gwenn.

P’em boa taolet va zroad war an trez, e weliz ar c’hastell о skleri­jenna, hag e kleviz mouez sklentin ar merc’hed о kana.

Va c’halonig em c’hreiz a lamme, va gwad em gwazied a verve, ha va zreid a daolen an eil goude egile war an douar, n’ouzoun dare pe­naoz. Goulskoude va spered a ioa leun a fizianz, hag en despet d’ar spont em boa, e iajen da skei луаг an or a welen dirak-oun.

An or a zigoraz anezhi he-unan, ha neuze e weliz ar maner en e sked, ar jardinn leun a vleuniou c’houez vad. An teir dimezel a deuaz neuze en eur gana da gerc’hat ac’hanon da doull an or, hag en eur gana e zachomp er c’hastell.

An dimezelled a gane soniou brezonek, hag an dra-ze eo a reaz d’in ar muia vad. Pa oan antreet en ti, eun itron goz, gwisket penn-kil ha troad gant dillad arc’hantet, a deuaz da c’houlen ouz-in petra glasken en he maner.

— Me, itron, a zo eur Breizad euz a Vontroulez, hag em beuz bet ar gwaleur da goll daou c’hant mil lur o c’hoari oc’h eur Parizian. Ho merc’h e deuz lavaret d’in dont d’ho kaout, ha kaout fizianz ennoc’h, e rofec’h d’in arc’hant evid paea va dlee. Setu me erruet, digaset gant Mari Morgan.

— Azezit, den yaouank, ha selaouit kana en iez ho pro Breiz, ar zoniou kaëra graet gant barzed brudet e peb leac’h.

— Neuze e weliz ar vrac’h koz о vont da azeza war eur gador arc’hantet, gwelet a riz anezhi о kemer etre he daouarn gwenn, eun delen arc’hant pur. Ar merc’hed neuze a ganaz oc’h son dudiuz an delen, hag er Baradoz ne glevin ket bravoc’h muzik. Da zeiz heur, an itron goz a lavaraz d’in mont da gemer eun tam boued. Naoun em boa, rak war an deiz n’em boa bet taken, hag evel a c’hellit da gredi, noa ket bet red pedi ac’hano diou wech. Dábri a riz eta mat va c’hoan, ar pez a garien em boa bet. Goude koan, ar merc’hed, a bedaz ac’hanon da vont gantho da ober eun dro jardin. Lavaret a riz d’ezho e oan skuiz, n’em boa kousket beraden ebed en noz diarok. Mes kaër em boa, e chachent war va divrec’h, e komzent flourik ouzin, e reent d’in a bep seurt ardou evid esa va chacha gantho d’ar jardinn.

An itron goz a c’hoarze, a lavaret d’in ive mont gant he merc’hed eur penadik da zidui va spered etouez ar bokedou c’houez-vad. Respont a riz d’ezhi e plije he merc’hed d’in, mes ar c’hoant kousket em boa a harzche ouzin da gaout plijadur asamez gantho. Neuze an itron a roaz d’in eun tam paper, ha warnan e oa merket ar c’homzou-ma : (Ar Breizad a zo fur, dre aman ez eo tremenet d’ar zeitek euz miz even) Eu eur rei an tam paper ze d’in, an itron a lavaraz d’in mont gantan da enezen ar C’hlemmou. An enezen-ze, evel em beuz lavaret, a zo kant leo deuz enezen ar Spont. An itron neuze a lavaraz d’he merc’h hena dontda ziskuez d’in va c’hambr. Sebezet e oan bet о welet pinvi-