Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Histor farsus Pipi Loustik
Gant Loeiz ar FLOC’H
————


An deiz a ioa o c’houlaoui, al loar a nebeudou a golle he sklerijen ha du-hont en dremwel, ar Rod vraz alaouret a zave a nebeudou deuz goueled ar mor, evid ober he zro d’an oabl glaz ha skeduz. Ar c’housket a bellaaz diouzin, ha gwella ma c’hellen e kasen diwar va zro ar zonj ouz ar gear evid en em rei holl d’al labour e oan oc’h ober. Daoust ma n’em boa debret tam abaoue va c’hoan en de arok, n’em boa tam naoun, daoust ma oa tano va dillad, n’em boa tam riou.

Wardro nav heur. Mari Morgan a lavaraz d’in e oamp en hanter an hent, hag a alie ac’hanon da gemer nerz-kalon. Plijadur a gemerren o sellet oc’h he diou askell o faouti an dour, hag erruz ec’h azezet ekreiz ar mor braz war benn va mor-blac’h. An heol, a-unan gonen, a domme va zili. ha wardro kreiz deiz ec’h en em lakiz da gana eur zonik en iez va bro Breiz-Izel. Petra dalveze d’in ober gwad fall ! koulz e oa d’in kemer an amzer evel ma teue, ha sonjal ervad er gefridi e oan oc’h ober. Koulz all, ar spez Madoberourez Breiz Izel e devoa lavaret d’in kemer nerz-kalon, hag e teufen a-benn deuz va zaol. Fizianz eta a c’hellen da gaout em stereden, rak a drugare Doue, ne oa ket eur stereden lostek.

— IX. Pipi en Enezen ar spont

An heol a ioa o vont da goueza, goude beza taolet war an douar e vannou a sklerijen hag a domder. Gwelet a reen breman dirak va daoulagad eur bern reier uhel. Mari neuze a lavaraz d’in :