Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


It breman deustu en eur redaden beteg aot Karantek, ha d’an taol a hanter-noz e klevfoc’h eur zutaden war ribl an dour.

Al loar a vezo sklaer, ha gwelet a rafoc’h Mari Morgan, rouanez ar mor, о tont d’o tigemeret war ribl an aot. Azaleg hanter-noz em-berr beleg kuz-heol varc’hoaz e vefoc’h war gein ar vor-blac’h о vont d’an enezen dosta. Pa vezo echu о kefridi eno, hi a gaso ac’hanoc’h d’an eil enezen ha d’an drede. Deuz eno e vefoc’h taolet aman, war an aot-ma, ha daouzek devez e vefoc’h ober о tro. It eta ha grit just evel em beuz lavaret d’eoc’h. Me zo hanvet Madoberourez Breiz, hag ar garg em beuz da denna euz ar glac’har an dud honest a zo bet eveldoc’h kouezet e lasou an estren divergont. О tro a refoc’h mad, rak va spe­red a vezo a-hed ho peach о sklerijenna hoc’h hini. Kerzit ’ta den iaouank, ha dalc’hit sonj mad euz an hini a ro d’eoc’h an enor ho peuz kollet dre eun taol follentez. Kenavo.»

VIII. Beach Pipi

Kerkent m’en devoa lavaret ar ger diveza-ze, ar spez a dec’haz, hag an devalijen a renaz adarre er c’hraou. Neuze Pipi, heb lavaret ger da zen, evel bleinet gant eun dourn kuzet, a gemeraz raktal hent braz Karantek.

Lezomp anezan breman da gonta d’eomp e veach penn-da-benn, hag e welimp gwelloc’h dre begement a drubuillou e rankaz tremen abenn kaout e zaou c’hant mil lur.

« Nav heur a ioa о seni en horolach Sant-Vaze, pa oan о tremen dre dal an iliz-veur. Mez a veac’h e oan erruet e-kichen ar Butun, e san­ten dija eur c’houezen ien о sklasi va holl izili, ha kaër em boa esa bale, e oan evel eun den mezo, ha seblantout a ree d’in e oa unan bennag о stroba ac’hanon bep kammed a reen. Neuze ec’h azeziz, hag ar c’housked a grogaz ennon. N’ouzon ket d’ar just pegeit e oan bet о hunvreal, mez pa oan dihunet, e oan war ribl an aod e Karantek. A boan em boa bet amzer da zibikouza ervad va daoulagad, pa gleviz eur zutaden skiltruz о tregerni en dour, ha kerkent ive eul luc’heden trelluz a sklerijennaz an oabl hag ar mor. Raktal ive e weliz dirakoun furm eur plac’h iaouank, he bleo a ioa hirr ha melen-aour, he daoulagad a bare warnon evel diou c’houlaouen lugernuz. Neuze e weliz eur vousc’hoarz dudiuz war he muzellou, ha gant eur vouezik dous e lavaraz d’in ar c’homzou-ma ne ankounac’hain biken :

— Den iaouank euz a Vreiz-Izel, den a lignez uhel, lavar d’in-me perak e peuz en em lezet da ober eun taol follentez evel e peuz great, eun taol hag a zo awalch evid lakat ac’hanout da goll da enor hag hini da dad !

— Dimezell, a lavariz d’ezhi, n’ouzon ket va unan peseurt spered diaoulek a boulzaz ac’hanon da ober eun hevelep tra mezuz evidon hag evid va famill rak-se ta e pedan ac’hanout da bardouna d’in va fec’hed. Gwel va glac’har, ha gwel ar boan a gemeran evid rapari eur faot a yaouankiz, bez madelezuz em c’hever, bez truez oc’h eur paour kez Breizad kouezet etre skilfou eur Parizian dinatur. »

— « Deuz da azeza war va fenn, ha gant va bleo melen hag hir, gra eur vantell evid en em c’houdori, hag eul liann evid en em starda warnon, gant aoun na deufe did koueza er mor doun. Eur vech ma vezin kommanset da neun, ne ehanin en neb leac’h, rak daouzek leo bep heur a rankan da ober evid beza en enezen hanvet enezen ar Spont, abenn kuz-heol varc’hoaz. »

— Va goad a vervaz em gwazied, pa gleviz hano an enezen-ze, ha goulskoude ec’h en em lakiz da azeza war penn ar vor-blac’h, ha gwella ma c’helliz ec’h en em stagiz outhi gant e bleo. Kerkent eur zutaden skiltruz a dregernaz an aer, ha diou askell va lestr beo a en em lakeaz a-zevri da faouti ar mor divent. Neuze ec’h en em roiz nom-