Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
Histor farsus Pipi Loustik
Gant Loeiz ar FLOC’H
————


— « A dra-zur va zad, oun goëst da geraer o plas, ha pell awalc’h a zo emaoun wardro ar stal evid gouzout petra zo ennhi. Angelina ive a zo aze, hag a oar koulz a me ar c’hemverz. Arabad eo d’eoc’h eta kemer an distera nec’hamant, hag evid mad an ti, e c’hellit tec’het eur pennadig, deuit en dro kenta ma c’hellfoc’h va zad, rak gouzout a rit ez oc’h ar c’houlaouen a sklerijenna an ti, e rit va laouennedigez. »

— « Mad, va mab ! varc’hoaz neuze e kemerin al lestr a gaso ac’hanon da Londrez, ha deuz eno e vezin kaset da Vruxell, el leach ec’h anavezan kalz marc’hadourien vraz a vezer.

IV Ar c’hoarier.

Antronoz vintin, ar Riboter a gemeraz al lestr a gasaz anezan d’an Haor-Nevez, ha deuz eno e kavaz raktal eul lestr evid hen disken war douar Londrez.

Pipi, bet kustum da c’hoari boulou ha da c’hoari kartou ha da c’hounit arc’hant, a gave d’ezan n’en dije ket kavet e bar da c’hoari en neb leac’h ebed. Sonjal a ree, p’e gwir en devoa gounezet oc’h e vignoned, en dije ive gounezet oc’h kement hini a c’hoarife outan.

Daou zevez eta goude ma oa eat e dad da veachi, e klaskaz an tu da c’hoari en hotel vrasa a ioa e Montroulez dar c’houlz-ze.

Ne zaleaz ket da gaout e c’hoant, rak prestik goude ma oe en em gavet er gambr-c’hoari, eun aotrou gwisket brao, eul lakez euz Pariz, e c’houlennaz outan a kontant e vije da ober eun abadennad.

— Ne c’houlennan ket gwelloc’h, a lavaraz Pipi.

Kroget da c’hoari, ar botred a lakee ugent real e klaoustre, pe e pari. En devez kenta Pipi a c’houneze kant lur, mes en de warlerc’h e oa bet flemmet, hag en devoa kollet pemp kant lur. Mez allaz ! gant Pipi e c’hoarveze evel gant an oll c’hoarierien, ha p’en devoa gounezet en devez kenta, en devoa c’hoant da c’hounit adarre en eil. Mes padal e kollaz, hag er gouzout a reomp, c’hoant a ve ato da gaout da viana an arc’hant kollet, ha lavaret e ve : Marteze dre eun taolik a chans hebken e c’hellan en em zevel. Pipi eta a ieaz adarre en trede devez da c’hoari, ha breman e lakeont kant lur e klaoustre, ha testou a zo ganto o daou. Ar Parizian araok lein a goll pevar mil lur. Goude lein ez eo mil lur an taol. ha da ziv heur, an daou c’hoarier a zo koll gounid. Neuze Pipi a laka dek mil lur an taol, ha da beder heur e kolle hanter-kant mil lur, da c’houec’h heur ar Parizian a c’houneze daou c’hant mil lur. Neuze Pipi, imor ennan, a c’hoanteaz tec’het kuit, mez allaz ! red e oa bet d’ezan sina daou c’hant mil lur d’ar Parizian, hag o zevel d’ezan abenn eur miz, termen diveza.

Ar paper, great dirak testou, a ioa great mat evid al lezen, hag e gwirionez Pipi a ioa dleour d’ar Parizian deuz a zaou c’hant mil lur.

Pipi neuze a deuaz d’ar gaer lostok, o sonjal er c’hoari vrao en devoa great, hag o vallozi war an devez ma oe digaset eun daol c’hoari boulou d’e di. Mont a reaz rag eün da gonta e istor da Angelina, hag an dour a deue en e zaoulagad o sonjal er rann-galon en devije e dad o klevet eun henveleb kelou pa zigouesche er gaer. Ar plac’h yaouank a frealze gwella ma c’helle he mestr, lavaret a ree d’ezan mil ha mil dra all, evit esa lakat anezan laouen, mes kaër e devoa, ne c’helle ket en ober.