Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —

fuillet oun aman er gambr ruz-ma ?

— Aman, Breizad emaoud er gambr eleac’h ema enebourien hor Bro o leski noz ha deiz, gwelet a rez duhont en traon ar pennou braz o deuz gwasket Breiz. Er c’hreiz e welez ar re o deuz he gwerzet, hag a bep tu dezo, an dud fallakr o deuz tremenet o buez oc’h ober brezel d’ezhi. Aze emaint hag aze e chomint, ekeit ma ne vezo ket hor Bro krenv awalc’h evid digas tud d’o dichadenna.

— Tec’homp ac’han, Gwennola, krog em breac’h, ha blein ac’hanon rak aman n’eo ket brao beza.

— Bremaik, Breizad, e pezo da stourm oc’h an eiz dimezelled a zo o hirvoudi du-hont etal an or vraz. Gwasa ma c’hellint a raint d’id ha d’in-me, ha mar gallont, e lazint ac’hanomp hon daou. Mes dont a ri a benn anezho dre zouzder, muioc’h eget dre nerz. Pa weli anezho e kounnar, c’hoarz outho, ro d’ezho beb a vedalen euz a Vreiz, ha neuze e lezint ac’hanomp da dremen e peoc’h.

Prestik e weliz sklerijen an deiz, an oabl a oa goloet a goumoul du, arne a ioa en amzer. Bleinet gant va dousik Gwennola, ec’h en em gavis e toull an nor vraz, eleac’h oa an eiz dimezell o c’hortez ac’ha­nomp. Neuze e lavariz d’ezho ar c’homzou-ma a gargaz ho sperejou a levenez :

— Abenn daou viz me a deuio aman gant eun nebeud Bretoned dis­pont, ober a raimp brezel da gement a stourmo ouzomp, ha c’houi a vezo dichadennet, ha dond a refoc’h adarre da welet ho tud hag ho Pro gaër Breiz-Izel. Mes diouallit da lavaret d’ar Rouanez ar pez a zon­jan ober evidoc’h, pe ez oc’h kollet da vad.

— Trugarekaat a reomp ac’hanoc’h, Breizad, ha benniget ra vezo an deiz ma welimp o terri ar chadennou hor stag oc’h an douar es­trenn. Breiz eo bro hor c’havel, eno hon deuz tremenet hor bugaleach, ha milliget ra vezo an deiz m’hon deuz ranket he c’huitaat.

An dimezelled neuze a deuaz an eil goude eben da vriata ac’hanon, ha da lavaret d’in beza feal d’am ger.

Goude beza lavaret kenavo d’an dimezelled, e kemeriz gant va dousik hent an aot.

War ribl an treaz, diou vorblac’h a oa o c’hortoz ac’hanomp. Me a ieaz evel kustum war gein Mari Morgan, ha Gwennola a azezaz war gein eben. A veac’h e oamp azezet, ma kommansaz au diou blac’h da faouti ar mor ken buan gant ho diouaskell nerzuz, ma ne weliz mui koulz lavaret netra. Abenn an noz e oamp en enezen ar Spont, tri c’hant leo euz ar Garnell.

LOEIZ AR FLOC’H (stourmer)
(Da heuil)