Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —


Goude beza lavaret ar c’homzou-ze, ar plac’h iaouank a dennaz eun huanaden krenv, evel eur iouc’haden, hag e kouezaz a stog he c’horf war leuren ar gambr. Kregi riz en he diou vreac’h, evid he zevel en he za, hag an daëlou a ruille deuz va daoulagad, o welet he fennik kaër o koueza evel pa ne vije mui buez ennan.

Gouskoude, abenn eur pennad, ar plac’h a zihunaz, ha neuze ec’h aspedaz ac’hanon euz a greiz he c’halon d’he c’hemer evid pried, pe da vihana d’he c’has ganen da Vreiz, evid gwelet he zud.

Prometti a riz d’ezhi d’he goulen, hag e reketiz d’ezhi nozvez vad. Hi neuze, laouen he spered, ha frealzet he c’halon, a ieaz d’e c’hambr, ha me a en em daolaz war va gwele.

An deiz a oa o c’houlaoui, pa gleviz e kichen va c’hambr son ar biniou, ar vombard hag an delen. Ar merc’hed a gane soniou koz Breiz-Izel, hag eun dudi oa o c’hlevet. Trum o saviz, hag e teuiz da zelaou ar ganaouen.

Pa oa achuet ar muzik, an itron goz, ar Rouanez, a lavaraz din e oa deut ar mare da zibab va dimezell. Neuze e oan kaset er gambr vrasa euz ar C’hastell.

Eno, va itron a lakeaz d’in eur mouchouer war va daoulagad, hag a lavaraz d’ar merc’hed iaouank en em lakat war eur renk.

P’e gwir e oan dall, penaoz e c’hallfen dibab ar plac’hik a c’houlenne kement terri he liammou ?

Pa oa semplet an dimezell etre va diou vreac’h, e weliz e oa eun toull e peb hini euz he diouskouarn, gouzout a reen e oa hi eur plac’hik voan ha bihan, mes lod euz ar re all e oa ive bihan ha moan.

Neuze ar Rouanez a grogaz em breac’h deou, a gasaz ac’hanon da gaout ar merc’hed, hag a lavaraz d’in dibab.

En ho za evel eur renkad soudarded, an dimezelled na finvent ket. Lezer a reent ac’hanon da douch outho. Gant va bizied e c’hellen santout pe e oa toull ho diouskouarn pe na oant ket.

Pa oan digouezet gant an deirved, e santiz e oa dirakoun eur plac’hik vihan ha moan, lakat a riz neuze va bizied war he diouskouarn, hag e santiz an daou doullik em boa gwelet en noz diaraok. Santout a riz ive gwad ar plac’hik o vervi, hag he izili o krena. Neuze e sonjiz e oa plac’hik Kemper dirak oun, hag a vouez uhel e lavariz :

— Houma eo a ielo ganen da Vreiz, houma eo a vezo va fried. Ar Rouanez neuze a lavaraz :

— Gwennola ! dibabet oc’h evid mond d’ho pro, mar d’oc’h kontant da gemer an den iaouank-ma da bried.

— Kontant oun, va Rouanez, ha meulet ra vezo ho kwiziegez hag ho madelez.

— Setu kant mil lur, a vezo hoc’h argoulou, hag arabad e vezo d’eoc’h diskregi euz oc’h arc’hant ken a vefoc’h eureujet, pe o pezo keuz ar re daonet.

Neuze e kleviz klemmou hag huanadou an dimezelled n’o doa ket bet an eurvad da veza dibabet. Mond a reent kuit en eur iouc’hal a bouez ho fenn, hag ar Rouanez war ho lerc’h, a c’hourdrouze anezho rust.

Va c’halon a venne frailla em c’hreiz, o klevet klemmou ar Vreizadezed-ze o ouela pell euz ar gear, pell euz ho zud. Mes n’oa ket em galloud terri d’ezho ho liammou, en despet d’ar c’hoant em boa.

Neuze Gwennola a dennaz diwar va daoulagad ar zeizen a vire ouzin da welet sklear. Sebezet e oan bet pa en em weliz en eur gambr ruz-tan evel eun ifern. Na gleviz mui trouz ebed. Ar Rouanez hag he dimezelled e oa eat kuit, ha ne oa mui er gambr nemed va dousik ha me.

— E peleac’h emaoun, Gwennola, en hano Doue, lavar d’in, rak stra-