Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
Histor farsus Pipi Loustik
Gant Loeiz ar FLOC’H
————


En nozvez-ze n’em boa ket gallet serri eul lagad, ha d’an taol a deir heur deuz ar mintin, e oan war zao evid mont da gaout va Mari Morgan.

Pa oan erruet en he c’hichen e lavaraz d’in :

— Hirio hon deuz daou c’hant leo da ober hag araok kuz-heol emberr e ramkimp beza en enezen ar Garnell. Rakse ta en em laka en da aez war va c’hein, rak ouspenn ugent leo bep eur a rankin da ober. N’em bije ket ranket mont ken buan-ze, panefe ma rankan dale eur pennad mat en eun enezen all tostoc’h, evid euz va c’helou d’am mestrez vraz. Bremaik ive te a ranko rei da hano d’am mestrez, ha lavaret d’ezhi deuz a beleac’h e teuez, ha petra e peuz sonj da ober, pa vezi erruet e Breiz.

A veac’h e doa lavaret va morblac’h ar c’homzou-ze, pa gleviz ar cholori er maner, ha kerkent ar c’houec’h plac’h yaouank a deuaz war ribl an aot da iouc’hal warno. Va lestrig neuze a en em lakeaz a-zevri da faouti mor, ha pemp minuten goude ne welen ken ar merc’hed.

Goulskoude da eun heur goude kreizdeiz e tigouezchemp en enezen ar Sioulder, hag eno war ribl an aot, Mari a jomas a za gant he zamm. Eur zutaden a roaz da glevet da eur plac’h koz a ioa o chom en eun toull kleuzet gant ar mor etre ar c’herrek uhel. Ar plac’h koz a deuaz goustadik beteg ennomp, ha ganthi dindan he gazell e oa eun tam liasen paper. Goude beza bet eur pennadig mad o kaozeal gant Mari en eur iez ne gomprenen ket e c’houlenaz diganen-me e gallek va hano. Pierre Riboter leshanvet Pipi Loustik, a lavariz d’ar vrac’h koz e devoa sur oun ouspenn kant vloaz.

— Euz a beleach ?

— Euz Montroulez e Breiz, mam goz.

Ha petra rit dre aman ?

— Emaoun o vont da enezen ar Garnell, da welet a me a gavo arc’hant evit paëa va dlee.

— Ha ma ne gavit ket ?

E teuin en dro va ialc’h goullo, ha va enor kollet, asamez gant hini va zad.

— Pe hano en deuz o tad ?

— Fanch Riboter euz Montroulez.

— O tad, den yaouank, a zo breman e strad ar mor, rak tri dez a zo, al lestr a gase anezan deuz a Vro Zaoz d’ar Beljik, a en em strinkaz oc’h ar reier a welit du-hont. Kemeret em beuz hano ar c’habiten, hag hanoiou an tremenidi a zo kemeret evid beuzet. Ho tad a zo unan euz ar re o deuz kavet ar maro ekreiz ar mor kounaret. Ar c’helou trist ze em beuz da rei d’eoc’h mes ne vefoc’h ket avansetoc’h evit en em rei d’an dizesper rak ho tad a zo er mor. » O klevet eur c’helou ken estlamuz, na riz koulz lavaret van ebet. Va c’halon aroak a oa karget a c’hlac’har, ne c’helle mui reseo ken. Va speret ne ree mui forz deuz netra, ha kontant e oan da welet ar maro, ha laouen em bije en em roet d’an Ankou. Goude beza lavaret kenavo d’ar plac’h kant vloaz e saviz adarre war gein va mor-blac’h, evid ober hent warzu enezen ar garnell. Tri ugent leo a jome da ober, ha peder heur e vije oc’h ober ar peurrest euz an hent, goude mont buanna ma c’halle.