Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Froudennou va bugaleaj, An Oaled, 1934.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

ac’hanomp, pa zigouezas warnomp mevel koz va amezeg er Bugn.

A daonet ! A doubledistek ! evelse eo e vez graet breman ! Gortozit ’ta daou histrogell ! Hag ar pôtr koz a iouc’he, a ziframme dournadou douar diouz ar c’hleuz da deurel warnomp !

Hini ac’hanomp n’en devoa bet ar spered da vont buan eus ar poull da dapout an dillad a oa e daou vern war al leton met ne c’hortozas ket ar mevel koz ac’hanomp, rak hen e-unan a ’n em gargas eus ar gefridi, ha buana ma c’hellas ez eas gant hon dillad war-du ar vourc’h. Allaz ! ni a oa skanvoc’h hor c’haravellou eged e re, ha buan oa bet tapet ar c’hoziad, ha buan ivez hon devoa diframmet digantan hon peadra. Mont a rajomp neuze adarre d’ar poull bras da walc’hi en taol-man hor c’horfou penn-kil-ha-troad, gant bozadou dour, ha gant garrennou hor brageier-zul, an eil, gwella ma c’hellas, a sec’has egile.

Ha iaô d’an daou-lamm d’ar vourc’h da c’hoari pilouet. N’hon doa gwelet tres ebet da vevel ar Bugn, ha sonjal a raemp oa aet d’ar gêr da uza e zac’had imor. Hag e kounnar edo, pa n’en devoa ket gallet mont beteg ar vourc’h gant hon dillad-ni, ha diskouez an daou besk en devoa tapet en noaz e-kreiz ar Poull-bras.

Hogen, kenta reas an uzulier koz, oa mont d’am flata ha d’am zad ha d’ar mestr-skol. Digouezout a reas an hevelep tra gant va c’henderv Hervé.

Pa oa an Anjelus-noz o seni, me a oa eur genou-palevars ouzin o vont d’ar gêr, rak klevet em oa va zintin o lavarout e begement d’he mab, va c’henderv, hag he gwelet em oa o rei d’ezan eur roustad ken a c’houlenne heman dour da eva !

— « Ha me, bremaïk, pa zigouezin, am eus daou c’hement da gaout, sur a-walc’h, a sonjen. »

— « A ! erruet out. Loeiz ! ha da dad a zo aet d’az klask, d’ar vourc’h, diouz an doare out bet o neunial er Poull-bras », a lavaras va mamm, he mouez o krena, o sonjal petra lavarfe va zad d’in !

— « Kea dioustu d’az kwele, en tu all d’az tad-koz, ha me, bremaïk pa ’n’em gavo da dad, a raio gwella ma c’hellin evit torri e gounnar ouzit. »

A-vec’h ma oan em gwele, mac’h erruas va zad en ti evel eul luc’heden « Deuet eo Loeiz d’ar gêr ? »

— « En e wele eman, ha keuz en deus d’e bec’hed ! iaouank eo ha ma rofe e gampan d’ezan breman, warc’hoaz ez pefe keuz. Te ivez, gwechall pa oas bugel, a zo bet kant gwech o laerez pér hag avalou, ha Loeiz o neunial n’en deus graet drouk da zen, n’en deus laeret den. Ha piou a oar ! marteze n’en deus graet nemet gwalc’hi e dreid ! Ar C’harriouel koz ne sempl ket bep gaou a lavar, gouzout a rez !

— « Gwir a leverez, Janned. »

Ha setu ma voen lezet da gousket e-kichen va zad-koz.