Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —





E LOUZOU DA BEP KLENVED
gant
Loeiz Ar FLOC’H (Stourmer),
Barz leoniad, ha Lenner planedennou.


————



CHABISTR II.


23 — BENS-PIZ-LOGOD
Vesce

Kavet e vez al louzaouenn-man e-touez an ed, eus gouenn ar piz hag ar fa eo hi. Ne gaver talvoudegez ebet d’ezi evit parea. Da vaga dubeed, ha denved ez eo mat kenan, ha zoken pa veze kernez gwechall, graet e veze gand ar greun anezi boued tud. E broiou a zo, e vez roet ar greun d’ar vugale a zo gand ar ruzell ha nerz he deus da zigas ar c’hlenved er-maez. Bervi an had, eun dournad en eun hanterlitrad dour, ha rei da eva ez tomm e peder gwech, ha chom er gwele da c’houezi ken na vezot pare mat.

————
24. — BENT DU PRAD.
Menthe poivrée

Ar vugale o deus prenved, a vezo pareet gant dour bervet war Bent, eun dournad deliou en eun hanter-litrad dour. Ar re ne evfent ket an dour-ze, ober d’ezo eur palastr deliou bent frigaset ha bervet, lakat ez tomm war ar c’hof. Evit troaza hag