ar rumou, ar berr-alan, an dreo, ar boan-c’houzoug. Eun hanter meutadig bleud eus ar gwiziou teir gwech bemdez e-touez mel evid an dreo, ar paz.
Ouspenn da zebri ez eo mad rak an dud o deus lamm-galon, a zo koenvet o avu pe en o felc’h, en o lounezi, o deus ar mean, a vezo gwelleat o tabri Sparf hag oc’h eva tizan diwarni.
Kemerit dour Melis eus an apotikerez hag ho pezo eul louzou mad evid ar boan er c’hleuz, ar boan benn, ar fallaennou, ar sempla, ar gwentr avelek, al lamm galon.
Bleun ar spern-gwenn a zo mad kenan d’an dud o deus. lammgalon, d’ar re ne gouskont ket en noz, d’ar merc’hed en oad fall. Lakit eul loaiad vian a vleun en eur werennad dour bero, lezit da drempa ; eva teir gwech bemdez.
N’eus ket nemeur e Breiz, hag an Evl a zo kouls da gas ar c’horf war veaz pa vez koenv, remm, taol gwad. Gwerzet e vez en apotikou Sirop de nerprun.
Al louzaouerien a ra ganti eul louzou da gousket huan.
An dud sempl a dlefe eva bemdez tizan diwar teol. An dud diwar ar meaz o welet eo nervennou al louzaouen-man ruz evel ar gwad, a ro d’ar merc’hed o tont er bed tizan diwarni.
Kalz a dud a gemer thé bleuniou till diouz an noz evit terri lamm an nervennou.