Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/56

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

poued, bec’hiet gantan, berr-alan, poan en ho pouzellou, avel, prenved.

268. — SIKOREA
Chicorée sauvage.

Gand al louzaouen-man eo e vez great ar Sirop de Chicorée, mad d’ar vugale a zo kaled o c’horf. Ar chicorée a laker e-touez ar C’hafé a zo yac’hus kenan.

269. — SIVIEN
Fraisier.

An dud taget gand ar Remm, drouk an Urlou, ar Mean, ar boan lounezi, en avu, a dle debri kofadou Sivi.

270. — SIVIEN-RED
Euphraise.

Mad eo an tizan diwarni evid eleiz a boaniou en daoulagad. Gwalc’hi alies an daoulagad ruz, tanet, an dour warno gand al louzaouen-man, hanvet torr-lunedou.

271. — SKAO
Sureau.

An eil blusken diwar ar Skao, 150 gr. laket e-pad daou zervez en eul litrad gwin-gwenn, a ra eul louzou mad kenan da zigoenvi pa vez dourfall er c’horf, poan o troaza dre m’eman an tan el lounezi (néphrite). Lakit eur meutad bleun skao seac’h da drempa e-pad 15 dervez en eul litrad gwinêgr hag ho pezo eul louzou mad evid ar Remm hag evit holl klenvedou ar skevent. Mad eo an deliou skao friket, gwinegr ha c’holen ganto, evit lakat war an holosennou, an daroued, ar ruzderiou.

272. — SKAO-GWRAC’H
Erable.

Broiou a zo, evel an Amerik, hag a denn sukr eus korzenn ar wezen gaer-man.

273. — SKAO-GWENN
Sycomore.

Gwella ma ’z eo eo da ober bouteier.

274. — SKOUARN-MARC’H
Pied de veau.

Ez-kriz, al louzaouen-man a zo eun ampoezon, met bervet en dour e ra eul louzou mad ouz ar Remm hag ouz ar c’hoenv, 15 gr. en eul litrad dour. Mad eo c’hoaz ouz ar paz,