eur gastolorennad dour, ha pa vezo o vervi, it da gemer aezen dre an traon, ha chomit keit ha ma kerot, eun hanter-eur mar kirit, ha grit an dra-ze eur wech bemdez d’an nebeuta.
Gand al louzaouen-man eo e vez great an Opium, ha kalz a louzeier all. Lezomp-hi gand an dud gouiziek.
D’ober bleud moutard.
Mad kenan d’an dud o deus stomogou dister, d’ar re o deus paz ha Remm, d’ar re a gren o izili outo, d’ar vugale techet d’ar red-korf, d’an dud nervennus, d’ar re a gouez pe a venn koueza, sempla, d’ar re a daol gwad. Mad dreist eo da ober louzou ouz ar goanvennou, an taoliou heol, hag ar skaotadurez. Bervi an deliou en amann dous. An dud a gouez o bleo, o deus skant, a walc’ho aliez o fenn gant an dour-ze. Lakat 30 gr. deliou dre litrad dour pe win. D’an dud peultriner hag a c’houez re en noz, rei tizan saoc’h d’ezo d’an abardaez.
Pa vezo friket, an deliou a zo mad da lakat evel eur palastr war ar goanvennou, an holosennou, ar c’hignadennou, ar ruzderiou, an daroued, ar gwall c’houliou, ha da zidana an daoulagad ruz, pikouzet.
Gand al louzaouen-man eo e vez great ar bleud moutard. Pa reoc’h palastrou, arabad d’eoc’h bervi an dour, ne dleont beza nemet klouar mad 40°, dindan boan da goll o nerz. Ar paper moutard a zo mad da lakat war an divorzed, pa vezer paralizet, pa vez tapet eun taol gwad, pa vez Remm. An had a zo mad evid ar prenved, evid ar red-korf, lakit an had en ioul pe er gwin gwenn, 60 gr. anezo, hag ec’h evot eul loaiad war iun bep mintin.
Bervit dour, eul litrad war 40 gr. deliou ha bleuniou al louzaouen-man, p’ho pezo poan stomog, poan o tiskenn ho