Ouspenn da rei blaz mad d’ar zouben eo mad ar c’harotez. D’an dud o deus paz, berr-alan, raouliet, poan o lonka, chaka karotez, pe o gwasa evit tenna ar sun anezo. Mad kenan eo debri ez kriz pa vez prenved, ha pa vez drouk bouzellou.
Ar vugale a zebro alies karotez, ne deuio morse o c’hof da goenvi da veza kaled. Gwalc’hit ho kouliou gant dour bervet war deliou. karotez, mad eo ivez an dour-ze evit parea ar wiskoul, an daroued, an disiper, ar skaotadurez
Netra da ober ganti en apotikerez.
Al louzaouen-man a zo eun ampoëzon bras. Al louzaouerien a ra ganti louzeier evid ar paz hag evid ar c’hlenvedou soroc’hell ha zoken evid enebi ouz ar Vosen.
Er yeuniou, en doureier-sac’h eo e kaver al louzaouen-man met n’eo mui impliet en apotikerez. Gwechall ar bleo gwenn anezi a baree ar skaotadurez hag ar goanvennou met kalz gwelloc’h a zo breman.
Mad da gas ar c’horf war veaz ha da lakat da droaza, da enebi ouz klenved ar mean, drouk an urlou (goutte). Eur sirop a vuhez hir a vez great gand al louzaouen-man, hag e-gwirionez kalz tud o deus bevet koz oc’h eva dour diwarni war yun bemdez.
Beva ra al louzaouen-man diwar goust ar gwez m’eman stag outo, evel ilio, met n’eo ket anavezet en apotikerez.
Gwechall e veze great louzou gant ludu koat peren d’ar re a veze ampoezonet gant kabellou-touseg, ha breman ne vez great netra gand ar gwez per en apotikerez. Hogen, ar per a chom ato mad da zebri ha da ober Chufere.
Gwechall al louzaouennig-man hanvet c’hoaz skudellig ar pri abalamour m’eman el lagennou, a veze laket da vervi en dour pa