Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/51

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ





E LOUZOU DA BEP KLENVED
gant
Loeiz Ar FLOC’H (Stourmer),
————


242. — PANEZ
Panais.

Gwelloc’h eo ar panez d’ar chatal eget d’an dud daoust ma veze gwechall roet d’ar re o devoa terziennou, hag evit klenved ar Mean. Broiou a zo hag a ra konfitur panez, ha rei a ra nerz kenan d’an dud dic’hwad. Souben ar panez a ro nerz ivez war-lerc’h eur barrad klenved.

243. — PANEZEN-C’HOUEZ
Berce.

Plijout a ra d’al louzaouen-man beva e-mesk ar foenn, en doureier. Mad kenan eo ar sun anezi da barea ar ruzderiou (hémorroïdes), hag he gwriziou frigaset, a zo mad ouz kaledennou an treid hag ar gwenanennou.

244. — PAO-BRAN
Renoncule, Bouton d’or.

An dud a ra louzou ar banne a laka ato al louzaouen-man gant re all war an arzourn, kignat a ra ar c’hroc’hen, tenna a ra linc’hwad evel ar moutard. An dud o deus alies poan-benn a barefe ma lakafent war o fenn eun tamm lien soubet er gwinegr a vezo bet ennan pemzek dez 250 gr. deliou pao-bran o trempa. Ar re o deus tapet eur wiaden pe distreset o koueza, a dlefe lakat ar memez lienen war ar boan. War ar pistigou, ez eo mad ivez al louzou-ze.

245. — PARICHIL
Persil.

Mad kenan eo da zigeri ar galon, da lakat ar boued da ziskenn. Ar sun a zo mad d’ar re o deus paz, berr-alan, bronchit. Chaokat Parichil. Ar re o deus poan c’houzoug (angine) a lakaio eun palastr parichil frigaset war ar boan. Evid ar boan dent hag ar boan skouarn an deliou frigaset gant hoalen hag eol debri a dorr ar boan. Pa vezer flemmet gand eur wenanen pe eur wespeden, al louzou-ze a zo mad kenan da frota. Pa vezer bet pilet ha distreset evit mirout da goenvi, lakit al louzou-ze ivez. An dud o deus poan en o daoulagad, ruz, an tan enno, a lakaio warno eur palastr great gand al louzou-ze ivez. Evid an derzien velen, ar boan en avu pe er felc’h, tizan diwar gwriziou al louzaouen-man a ra vad kenan. Mad eo ivez ar palastr-se da lakat war stomogou goret ar merc’hed.