Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

e-pad eun hanter-eur, hag eva war iun, pell eus ar predou, evid ar paz, ar Remm hag ar c’hlenvedou kroc’hen. Gwechall pa vezed fleinmet e laked plusk onn mesket gand glud raden.

206. — LOUZAOUEN ar VOUEZ

Gwelit Nijar 111.

207. — LOUZAOUEN ar VOSEN
Carline

Eun askolen velen eo al louzaouen-man. En amzer goz e veze great tizan da c’houezi ganti, met kals gwelloc’h a zo. Gwechall, pa rede ar Vosen dre ar vro, an dud a eve dour diwarni, hag e kave d’ezo e vijent diwallet eus ar c’hlenved-se.

208. — LOUZAOUEN ar VREAC’H
Scabieuse succise. 190.
209. — LOUZAOUEN ar VRONN
Lampsane commune

Mad da gas ar c’horf war veaz. An deliou anezi a zo mad da lakat war ar stomak pa vez leaz tarzet enno, pa vezont ruz ha koenvet. Libr e chom ato ar c’horf pa zebrer saladenn great ganti.

210. — LOUZAOUEN DROUK ar ROUE
Scrafulaire noueuse

Da burifia ar gwad, da enebi ouz an ho losennou, ober eur palastr gand an deliou anezi. D’ar re o deus terzien an Algérie ez eo mad an tizan great ganti. Mad eo c’hoaz da gas ar pikou panez pe ar briz eus bizachou an dud, ha da lakat da sec’ha ar gouliou.

211. — LOUZAOUEN sant BENEAD

Mad kenan da rei nerz d’an dud, da lakat ar boued da ziskenn, evid ar fluz-gwad, an terziennou. Eva dour bervet warni, pe gwelloc’h he lakat er gwin gwenn daou zervez da drempa, hag eva diou loaiad vras a raok bep pred. Mad ivez ouz ar gwentr.

212. — LOUZAOUEN sant KADOU

Evel 209.

213. — LOUZAOUEN sant IANN
Louzaouen an Tantez ORPIN

Gand al louzaouen-man froter an daoulagad goude beza he zommet ouz an tan. An dour a deu anezi pa vez gwasket, a zo mad ouz an trouc’hou, ar c’hignadennou, ouz ar skaotodurez, ar ruzderiou ouz ar c’haledennou en treid, hag ouz ar boan-benn.

214. — LOUZAOUEN sant JAKEZ
Jacobée

Da barea ar foerell, ar duz-gwad, ar berr-alan, an taoler gwad, ar paz, eva dour diwarni. Da enebi ouz ar boan c’hou-