Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/45

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ





E LOUZOU DA BEP KLENVED
gant
Loeiz Ar FLOC’H (Stourmer),
————


191. — LOUZAOUEN ar GALON
Agripaume

Mad eo eva dour diwar al louzaouen-man pa santer n’ez a ket mad ar galon en-dro, pa santer e vez glaour war ar skevent ouz o stanka. An dour bervet warni a laz ar prenved, ha mad c’hoaz da walc’hi ar gouliou.

192. — LOUZAOUEN ar C’HALVEZ
Achillée millefeuille

Mad kenan eo eva dour diwar al louzaouen-man pa vezer sempl, pa vez poan stomog, paz, berr-alan, pa vez gwazied c’houezet er founs hag en divesker. P’ho pezo poan en ho tent, frigasit eun tammig delien ha lakit-hi en ho skouarn e tu ar boan. Pa vezo fraillet ar stomog, ar merc’hed a soubo eun tamm lien en dour bervet war al louzaouen-man hag hel lako war ho bronn. War ar ruzderiou e raint ar memez tra evit stanka ar gwad. {{Kreizañ|193. — LOUZAOUEN-AR-C’HAZ. MENT-KAZ-KI

Herbe aux chats

Evel ar Bent-du, mad kenan eo al louzaouen-man d’an dud o deus poan stomog gand o boued, 50 gr. deliou en eul litrad dour, eva eur werennadig goude ar pred. Evit an dud nervennus eo mad ivez al louzou-ze, hag evid an hik.

194. — LOUZAOUEN ar C’HI
Chiendent

Gwelit Treuz ieot.

195. — LOUZAOUEN ar C’HOENN

Bent pouliot. Gwelit Bent, ha 192.

196. — LOUZAOUEN ar C’HOUSKED, MALIEOD
Jusquiame noire

Eun ampoezon bras eo al louzaouen-man, met etre daouarn al louzaouerien e ra vad kenan d’an dud o deus poan nervennou, névralgies, d’ar re o deus berr-alan, d’ar re a gouez en drouk-sant. Pa vez distreset eun ezel bennak, e torr ar boan ennan buan. Lezomp hi gand ar vedisined.

197. — LOUZAOUEN ar GAL

Scabieuse succise. 190.