Al lostou kerez a zo mad da lakat da droaza, hag an deliou da vont war veaz pa vez kaled ar c’horf. Evid ar c’hoenv, ar boan, el lounezi pe loanigou, evit ar felc’h, ez eo mad-tre al louzaouenn-man. Bervi dour warni, hag eva kement ha ma karer bemdez, zoken pa vezer yac’h.
N’int ket impliet gand al louzaouerien, daoust ma’z int mad da stanka ar c’horf er fluz gwad, hag ouz ar boan c’houzoug pa vez poan o lonka.
Gwella louzou zo evid ar prenved eo lakat pemzek ivin kignen (15 gousses) ha nann 15 penn, da vervi goustadik en eur c’hard eol-debri, hag eva war yun e-pad tri dervez diouz ar mintin eul loaiad eus al louzou-ze. Frota ar c’hof gant kignen frigaset, lakat eur chapeled kignen en-dro d’ar c’houzoug a gas ar prenved d’an traon. Pa vez paz, berr-alan, eva leaz bervet kignen ennan. M’ho peus gwall c’houliou, lakit 25 ivin kignen da vervi en eul litrad dour da walc’hi ar gouliou-ze. Ar c’hignen frigaset gand huzel tamoezet a zo mad da zigoenvi ar chatal koenvet diwar melchen gleb. Mad kenan eo ar c’hignen da lakat ar boued da ziskenn, met pa vager bugale, n’eo ket mat kemer kignen. Ouz an tignez eo dreist, hag evid ar c’haledennou en treid.
Ar memez vad a ra evel ar gerezenn.
Bervi dour war gwriziou kildre evit parea ar foerell, ar fluz-gwad d’ar chatal. 30 gr. evid eul litrad dour da eva e daou zervez.