Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


121. — KANT-TOULL, LOUZAOUEN-MIL-VERTUZ.
Millepertuis

Lakit en eul litrad eol-debri eun dournad eus al louzaouen-man, lezit da drempa e-pad ei zdez, hag e reot eul louzou dreist evid ar skaotadurez, an trouc’hou, ar gouliou, an taoliou-heol heg ar goanvennou kignet. Lakit da vervi en eul litrad dour eun dournad kant-toull hag eun dournad nizarig, hag e reot eul louzou mad evit ar paz, ar berr-alan. Mad eo c’hoaz al louzou-ze da netaat, da burifia sac’h ar boued.

122. — KAOL
Chou

Pa viot taget gand ar paz, ar berr-alan, eva dour bervet war kaol, ha lakat war ar stomog eun delien pe ziou hep ken, tommet mad ouz an tan, a ra vad kenan. Pa vez gouliou en divesker, lakit eun delien kaol war ar gouli, met lakit an delien-ze e-pad diou eur da drempa en dour boriket a-raok. Eur palastr kaol a laz ar boan pa vezer gand ar boan izili, ar Remm, ar Siatik, ha drouk an hurlou. Eur bevans mad eo ar c’haol, met pounner d’ar stomogou.

123. — KAOL-GARO
Bourrache.

Mad evid ar paz, ar berr-alan, ar ruzell, d’an dud o deus poan o troaza, poan en o avu, en o felc’h, rak lakat a ra da droaza ha da c’houezi. Bervi dour war ar bleuniou anezi, hag eva diouz an noz en eur vont d’ar gwele, evit c’houezi.

124. — KAOL-MALO
Mauve.

P’o devez ar vugale poan o kaout o dent, roit d’ezo eur tamm kaol-malo gwenn da chaokat. An daou Gaol-Malo a zo henvel o madelez.

126. — KAOL-MOC’H, ROZMOC’H, TEOL.
Patience.

Hon tud koz a verve dour war gwriziou teol pa veze kalet o c’horf, p’o deveze goradennou, pugnezi, heskedi, p’o deveze c’hoant da burifia o gwad. Evid kement klenved kroc’hen a zo, kemeromp Teol. An dud re lard evit treutaat, e c’hellan ober d’ezo eul louzou mad kenan, hep noazout d’o yec’hed. Nao louzaouen a lakan da ober va louzou, hag ar genta eo an teol frizet.