Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


111. — IZAR, NIZARIG, LOUZAOUENN AR VOUEZ
Lierre terrestre.

Louzaouen vad evid ar paz, an dreo, kement klenved a zo er skevent, pa ranker distaga ar paz, evel ar berr-alan. Pa vezer skaotet : poazit nizarig en amann dizall, lakit c’hoaz eun dournad eus eil plusken Evlec’h, lezit da boazat hag e reot eul louzou dreist evit ar skaotadurez.

112. — ILIO
Lierre grimpant.

Evit mont war veaz, frigasit 6 boul ilio debrit-o diouz an noz en ho kwele, hag antronoz e savot mintin-mad. An dud o deus poan nervennou, poan benn, ar re a wel an traou o trei en dro d’ezo hag a venn koueza, a raio eul louzou dreist pa lakint e-pad daou zervez da drempa en eul litrad gwin-gwenn 100 gr. boulou ilio frigaset mad. Eva eur werennadig mintin ha noz. Ober dek dervez gand al litrad. P'ho pezo poan en ho tent, lakit eun dournad boulou ilio en eun hanter litrad gwinegr sallet mat. Dalc’hit eur pennad en ho kenou an dour-ze, hag e varvo buan ho poan. An dour-ze a zo mad da lakat war ar c’haledennou en treid, ar gwenanennou, ar c’herniel en treid. Pa walc’her gant dour ilio an dillad mezer du, e teuont evel nevez flamm. Re grenv eo ar boulou ilio evit mond war vaez, rak diouz an daou benn e labourfent, ha rakse, lezit anezo el leac’h m’emaint.

113. — ILIAVREZ, GWEZVOUD, SUN-GAD.
Chèvrefeuille.

Ar blusken fresk a zo-mad da droaza. Lakat 50 gr. en eul litrad dour, bervi e-pad eur c’hard-eur, eva a werennadou etre ar prejou, evid an derzien velen, pa vez c’houezet ar felc’h pe an avu, pa vez mein er soroc’hell pe el lounezi. Pa vez poan o lonka, gwalc’hi ar genou gant dour bervet war iliavrez. Bleun al louzaouen-man a zo dreist evid ar paz, ar berr alan, an hik, bervi hag eva dour diwarno, ha lakat en dour, pouez an dour a sukr evid ober sirop. Lakat eleiz a vleuniou evit ma vezo krenv ar sirop.

114. — IRINEN. — Prunelier
SPERN DU. — Prunier épineux.

Gwella ma zeo an Irin eo da stanka ar c’horf pa vezer gand ar foerell, ar fluz-gwad. Lakat eun dournadig eus ar frouezen ze da vervi en eul litrad dour. Eva eus an dour-ze ken na vezer pare. Deliou spern du zo mad da ober piketez yac’hus. Mad eo an deliou evid an derzien hag evid ar boan-c’houzoug. Irin frigaset mad da barea ar gouliou.