zaoulagad nemet pa vezo re ziwezad, pa vezo peultriner dre zempladurez, pe pa vezo taget gand ar C’Hancer, ar C’hrign beo tapet diwar bara gwenn… gwelloc’h e ve lavarout… Ampez poaz !
Ha petra ra pôtred ar C’houarnamant evid iec’hed an dud ?… dont d’o gwelout pa vezont klanv ! mont da sellout ouz al ludu pa vez devet an ti !!! Ober Dispenseriou ha sanatoriou evit klask parea tud ha ne vijent bet morse klanv, m’o dije debret bara briz.
Hon tud-koz a lavare oa bet hadet ar c’hreunen genta Ed-du gand an diaoul, evid ober goab a Zoue, dioustu m’en devoa heman hadet an ed gwenn. C’hoant beza trec’h da Zoue e vestr en devoa Paolig, met chomet eo pell e garavellou ouz ar gloued. Evelato, ar gwiniz-du a zo eur boued-mad met kalz pounneroc’h d’ar sto mog eget na deo ar gwiniz gwenn. E Briez eo e tebrer moarvat ar muia gwiniz du.
D’an dud o deus gwenanennou, livirin o c’hasint da Venez Arré mar o frotont gant deliou gwiniz-du glas, met e rankint mont d’ar park, ha sellout ouz al loar e-keit ha ma vezint o frota. N’ouzon ket talvoudegez al louzou-ze, met eur bale da bark ar gwiniz-du pa vez sklêr al loar ne ra ket a-zroug.
Kement den en deus gwad sempl, ar merc’hed iaouank o
tont birvidik, a rai vad d’ezo lakat 50 gr. plusk haleg en eul
litrad gwin ruz, eva eul litrad en eiz dez. Kizier bihan an
haleg, daou zournad en eul litrad gwin ruz a zo mad da lakat
an dud nervus da gousket. Bervet el laez, eun dournad deliou
dre litrad a zo mad evid ar Remm hag evid an dud taget.
gand ar fluz-gwad. Eul louzou mad evit an derzien a veze
graet gwechall gant plusk haleg.
(Da heuil).