Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 516 —


95. — GWERN.
(Aune).

Eur wezen gaër eus gouenn an haleg, hag a blij d’ezi sevel tost d’an dour. Ne oa ket gwelloc’h egeti gwechall da barea an terziennou 20 gr. plusk en eul litrad gwin bervet, eva war iun diou loaiad. An dud o deus poan c’houzoug, ruziet kig o dent, a vezo buan pareet ma walc’hont o genou gant dour tomm bervet warni. Mad eo ivez an dour-ze da barea gouliou al logodennou kreuvet (Ulcères variquex). Mar hoc’h eus Remm, poan-izili, kutuillit eur sac’had deliou gwern, lakit war eur pallen astennet eur gwiskad eus an deliou-ze, en em astennit war an deliou ha lakit eur gwiskad all war ho kof, klozit ar pallen en-dro d’eoc’h, grit an dra-ze e-doug eiz dez diouz renk, hag e viot pareet klok. Dre ar c’houezen e pareer kalz tud eus gwall glenvedou.

96. — GWEZVOUD — GWIOUD — SUN-GAD
(Chèvrefeuille).

Mad kenan eo an deliou anezi bervet er gwin ha dousaet gant mel da walc’hi ar genou pa vez poan c’houzoug. Evid ar Paz, ar berr-alan, ar bleuniou bervet en dour gand ar plusk (peill) a ra mil vad.

97. — LUS
(Myrtille ; Airelle).

Al lus a zo eul louzaouen eus ar re wella da barea ar red-korf, an danaven, ha n’eus netra gwelloc’h en apotikerez. Mad eo zoken d’ar vugale vihan p’o devez fank gwer. Da barea ar gouliou er c’hroc’hen, e ve diaes kaout gwelloc’h egeti. Flastra lus, tremen dre lien ha lakat war ar gouli an douren pe ar sûn a deu anezo. Evid ar red-korf, lakit da vervi e dour pe e gwin ruz eun dournad lus dre hanter litrad, lakit e-barz 25 tamm sukr pe teir loaiad mel da deuzi, ha rei da eva a loaiadou bep teir eur, loaiadou bihan d’ar vugale.

98. — GWINIZ.
(Froment).

Boued ar Vro eo ar bara. Allaz !… ar bara a zebromp hirio a zo eur doued dister, dinerzet ma ’z eo gand ar c’hoant da gaout bara gweun, da blijout d’an daoulagad ha netra ken. Ententit mad… ma ne zebrit ket ar Winizen en he fez, brenn hag all, ne zebrit nemed eun dra henvel ouz al laez tennet digantan e zien ! Hirio an dud diwar ar maez a ra evel ar c’haeriz, ne reont mui o bara er gêr, n’eus ket amzer ! gwaz a ze evito ! N’eus ket gwelloc’h eged ar bara gwenn da galedi korf an dud !… Lezomp eta eun tamm brenn bennak er bara, hag hor bezo eur gwad krenv, ruz, liou ar ieched warnomp. Lavaret e ve graet e ve an den oc’h ober gwella ma c’hell evit koueza klanv !… Gwechall, diwar bara segal-winiz, an dud a oa kalz iac’hoc’h. Ha siouaz ! ne vezo ket digoret d’ezan e