N’eus ket kalz a dra da lavaret anezi, rouez kenan eo e Breiz, er c’hoadou tenval eo ec’h en em blij.
Fiez sec’h ha krazet a zo mad da ober eur c’hafe yac’hus, mad d’an dud a zo pourset, stanket, o deus poan o tistaga ar paz-yud, an dreo, mad evid an dud a vez ato kaled o c’horf, o deus poan e kig o dent. Fiez sec’h, rezin sec’h, kraon alamandez draillet munut ha mesket gant mel, a zo eur vagadurez dreist evit kement den a zo sempl, blank, met ret eo o chakat a-zoare, o derc’hel pell er c’henou a-raok o lonka pe ne ziskennfent ket buan d’an traon.
Stank kenan eo al louzaouen-man war ar maez, met n’eo ket brao mont da c’hoari ganti, rak ampoezon eo. Etre daouarn al louzaouerien kezeg an éoul diwarni a zo mad da zizoura treid koenvet ar chatal, d’o lakat d’en em skarza da vad pa vez kaledet o fank enno. Pa vez laket war an darwed, an eczema sec’h, e tenn dour fall, hag e torr nerz ar boan, met gwelloc’h a zo.
Kavet e vez al louzaouen-man en hanv e-touez an trevajou, mad eo d’ar vugale sempl, holos enno en o gouzoug, dindan o helgez, ober a ra gwad nevez d’ezo, met arabat eo eva dour diwarni nemet e-doug eiz dez diouz renk, ehana neuze e-doug eiz dez all, ha kregi adarre, hag an-dra-ze e-pad c’houec’h miz dioustu. Netaat ar ra gwad ar vugale techet d’an dokenn, a-nebeudou e pare ar pennou klanv. Eul louzaouenn eo hag a rafe vad d’an holl, met breman e red an dud d’an apotikerez ker kent m’o deus poan e penn o biz bihan, ne ouzont netra diwar-benn al louzeier a vresont dindan o zreid.
Eus gouenn ar patatez eo al louzaouen-man, henvel eo o deliou. Da laza an debron, ar boan arrach a ro ar veskoul, ar c’hignadennou, an deo, ar goanvennou hag an holl c’houliou, eur palastr graet gant he deliou frigaset, a zistan dioustu ar boan. Mad eo c’hoaz ar palastr-se d’an dud a zo spinac’het o muzellou pe o deus fraillou en o stomog pe en eul lec’h all. Da lakat da c’houezi, da droaza ez eo mad an dour bervet