An Erigez a zo eul louzaouenn eus gouenn an Askol, eun askolenn eo hi zoken, met breman ne roer mui d’ezi an dalvoudegez he doa gwechall da lakat da droaza, da enebi zoken ouz ar peultriner. An doktored Hoffman ha Guthe a lavar beza pareet gand an dour bervet war he gwriziou, meur a zen taget o skevent gand ar c’hlenved euzus-se. Ne ve ket diaes gwelout war eun askolenn bennak, rak holl o deus war nebeut ar memez vertuziou da barea.
Nag a louzeier mad a zo en hon douarou hag a zo dilezet gand an dud desket, war o meno. An Evlec’h a zo unan eus al louzeier-ze, rak diaes e ve kaout gwelloc’h louzou da barea kement klenved kroc’hen a zo. Setu aman penaos ober al louzou da eva bemdez. Kemerit 128 gr. kroc’hen yaouank evlec’h, an eil kroc’hen hep ken, draillit a dammou bihan, lakit da vervi e daou litrad dour edoug eun hantereur, eva eus an dour-ze 250 gr mintin ha noz war yun, eun hanter eur a-raok debri, ha diou eur goude koan.
War ar gouliou, e lakeot diou wech bemdez eun ongant graet gant kant gr. kroc’hen evlech hag eul lur lard moc’h da vervi war tan bihan, ken na vezo sec’h ar c’hroc’hen evlech. War-dro tri-c’hard eur. Ne gavot louzou ebet gwelloc’h evid ar skaotadurez, ar goanvennou, an taoliou heol hag an taoliou gwad, an darwed, an eczema etc. Vad a rafe mont diou wech bemdez d’an nebeuta war-vaez e-keit ha ma vezor oc’h implija al louzou-ze, en eur gemer bep noz eur werennad dour bervet war kroc’hen Evor, 40 g evid eul litrad dour bervet eun hanter eur. Eva e pemp lodenn.
Mad eo ar c’hroc’hen Evor glas pa c’hoantaer mont eus an daou benn, met pa vez sec’h ar c’hroc’hen-ze, ne gas nemet dre an traon. Ne ra poan ebet. Lakit 40 gr dre litrad dour, lezit da vervi eun hanter-eur hag ho pezo ar gwella eus al louezeier a gas ar c’horf war-vaez.
Ar vugale taget gand ar prenved, n’o defe morse eus al lorgnez-se, ma rofec’h d’ezo diou pe deir gwech er zizun eur werennadig eus al louzou-ze. Ne savo morse prenveden ebet en eur c’horf neat, etouez al loustoni hag ar vreinadurez eo emaint. Al laou, war tud pe war chatal, a varv trumm, pa vezont gwelc’het gant gwinegr hag a vezo bervet ennan plusk Evor, daou zournad dre litrad gwinegr, gwelc’hi evid an eil tro eiz dez goude ar wech kenta, rak alies ec’h en em gav ne vez ket lazet mad a-walc’h an nez, hag al al laou a ziglos anezo.