An holl a anavez an ilio, hag a zo mad ouz eur bern klenvedou, ha ma teufe eus a-bell, her paefemp ker. Dek boul ilio frigaset ha debret gant mel, a zo dreist evit kas ar c’horf war vaez. Evit an terziennou ez eo mad al louzou-ze ivez. Evid ar boan-benn, al lamm galon, kement poan nervennou a zo, lakit 100 gr. boulou ilio en eul litrad gwin-gwenn e-pad daou zervez, ha kemerit eus ar gwin-ze bemdez, mintin ha noz eur werennadig. An deliou ilio laket war ar gouliou, war al logodennou (varices crevées) o laka a-nebeudou da gleizenna. Lakit eun dournad deliou da vervi er gwinegr, gwelc’hit ar gal peder gwech bemdez gand al louzou-ze, hag e pareo. Ar re o deus poan en o dent kleuz, a lakaio eun dournad hoalen el louzou hag a walc’ho o genou gantan. N’eus netra gwelloc’h eget an dour bervet war ilio evit gwelc’hi an dillad da hag o lakat adarre evel nevez. O diboultrenna a-raok o lakat en dour, hag o lezel ennan eun hanter dervez da drempa.
Ar plusk tener eus ar wezen gaer-man, eun dournad en eul litrad dour da vervi eun hanter-eur, a zo mad da enebi ouz ar red korf, ar fluz-gwad. Pa lakeot eur meudad deliou elo, deliou dero ha deliou haleg en eul litrad dour da vervi, ho pezo eul louzou mad da drouc’ha an derzien ha da welc’hi ar gouliou. Ar glaou diwar goat elo, a zo mad d’ar re ne ziskenn ket o boued buan a-walc’h. Evid ar boan stomog, pa vez evel c’hoant kousket goude merenn pe lein, pa vez evel stign, koenvet ar c’hof, kemerit eur vaz regaliz du, lakit-hi da deuzi en dour bero, gant 100 gr glaou elo, 10 gr magnésie devet, 5 gr bleud kinkina ha kement a hoalen-rouz hag ho pezo eul louzou mad da lakat ar boued hag an avel fall da ziskenn. Gand an elo eo e vez graet an ongant populeum, hag a zo mad keman da lakat da giza ar Rusteriou (hémorroïdes).