al loudouriach a zo ennan, ar vedisined ne deufent ket nemeur d’o gwelout. Ar c’horf a rank beza neat en diabarz muioc’h c’hoaz eged en diavaez. Dalc’homp neat hor marchosi, ha n’hon devo ket ezomm na medesin nag apotiker.
Gand ar Roz-ki, Roz-aer, PAVOT, ar Brulu a zo e-touez ar gwella louzeier a c’houfet kaout. Hogen, eun ampoezoun bras eo ar Brulu, ha ret eo lezel al louzaouen-ze etre daouarn an dud a zo boazet diouti. Evid klenvedou ar galon, evid ar c’hoenv eo e vez ar muia implijet ar Brulu. Pa vezo koenvet eun ezel bennak d’eoc’h, gar pe vrec’h, grit eur palastr deliou brulu friket, hag e tigoenvot e berr-amzer, met er memez amzer kasit er-maez diouzoc’h dre spurjou, an dour fall a zo ennoc❜h oc’h ober ho klenved.
En douar kaled meinek eo e kaver al louzaouen-man hag a zo talvoudus bras. Ar gwriziou Bugelen a zo mad d’an dud o deus debret re a friko hag a zo deut da gaout kofou bras, rak o lakat a ra da droaza kenan, ha dre-ze e tiskargont dre an troaz eur bern loustoni, met, ma kendalc’hont da frikota, da zebri kig ha da eva gwin, n’eus netra da ober, nemet gortoz an Ankou. Evid an terziennou, pa vez laket eun dournad deliou beuz ha kement a zeliou bugelen da vervi en eul litrad dour, e kaver eul louzou dreist evit terri an derzien. Eva teir gwerennad teir eur a-raok ar barrad. Evid ar c’hoenv, lakat 60 gr. deliou da vervi e daou litrad dour e-pad eun hanter eur, eva al litrad a jom etre pemp loden.
War ribl ar goueriou eo e kaver al louzaouen-man, met nebeut a dalvoudegez he deus evit parea ar c’hlanvour, ha ne livirin ger diwar he fenn.
C’houero eo al louzaouen-man ha leun a leaz gwenn. Saladen a vez graet gand an deliou tener anezi. Da netaat ar gwad, da rei nerz ha da lakat da droaza ez eo mat bervi dour war ar gwriziou hag an deliou dantet bras anezi. Evid ar c’hlenvedou kroc’hen, an derzien velen, an avu hag ar felc’h c’houezet, ez eo eul louzou mad. Lakat 50 gr. deliou ha gwriziou da vervi e-pad eun henter-eur en 2 litrad dour. Eva e pemp loden. An dud a gav d’ezo ez int peultriner, a evo e-pad pell amzer eus al louzou-ze. Da enebi ouz ar fluz-gwad, lakit en eur pod-pri eul litrad dour da vervi, ha lakit en dour-ze 25 gr. gwriziou c’houervizon, dek gr. plusk dero yaouank hag eun dournad