Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - E louzou da bep klenved, An Oaled, 1931-1334.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 332 —


41. — BOD-TEL.
Framboisier.

Henvel eo ar frouezen ouz mouar met kalz brasoc’h. An dud douget d’ar fluz-gwad, d’ar red korf a bareo gant dour bervet war deliou bod-tel, ha dousaet gant mel. Evid ar boan c’houzoug ez eo henvel ouz ar Bod kastillez hag ouz an deliou drez. Bervi dour war eun dournad deliou ha grogolia er ginou. An deliou frigaset a-zoare, a bare ar gwal c’houliou, dre ober ganto eur palastr da lakat warno.

42. — BOKEDOU FARS.
Souci

Gwaskit goude beza frigaset mad an deliou anezi, hag ho pezo eul louzou dreist evit parea ar gouliou euzus, ar goanvennou kignet, an izili devet pe gant tan pe gant dour bero. N’eus netra gwelloc’h. Evit lakat da c’houezi, bervit dour war deliou bokedou-fars ha deliou kaol-garo, it d’ho kwele, hag evit eur volennad eus an dour-ze, tomm kenan. Evid ar merc’hed yaouank poaniet o klask kreski, ar bokedou-fars a ra burzudou, lakat he deliou er gwin gwenn e-pad pevar dervez da drempa, eun dournad dre litrad, eva eur werennadig eus ar gwin-ze bep mintin, war yun, eiz dez a-raok ma tleont en em zizamma eus a gwad miziek. Mad eo al louzou-ze d’ar merc’hedigou diwad, blank.

43. — BOKEDOU SANTEZ NONNA ; BOKEDOU AR C’HORAIZ
Jonquille ; narcisse jonquille.

Mad eo al louzaouen-man evit parea an dreo, ar berr-alan, ar paz, ar fluz-gwad hag ar red-korf. Bervi eun dournad deliou en eun hanter-litrad dour, dousaat gant mel. Mad eo c’hoaz evit lakat an dud da zisteurel, da zislonka an traou lous eus sac’h ar boued.

44. — BONDIL ; HALEG GWENN
Saule blanc.

Da zigas nerz d’an dud sempl, lakat 50 gr. plusk haleg en eul litrad gwin-gwenn, epad pevar dervez, eva neuze eur werennadig mintin ha noz. Da enebi ouz an terziennou e talv al louzou a ro ar vedisined evit-se. Pa lakeoc'h 50 gr. deliou haleg en eul litrad laez da vervi, ho pezo eul louzou mat evid ar fluz gwad. Al ludu haleg a zo dreist evid an dud ne ziskenn ket o boued enno buan a-walc’h. Tamoueza al ludu diwar haleg ha teurel diou loaiad en eur c’hard dour da eva eun eur goude ar predou bras.

45.— BONED-KORNEK ; KOAT-GWERZIDI
Fusain d’Europe.

C’houez krenv a zo gand ar wezennig-man, hag a vez graet ganti girzier evel ma rer gand ar beuz. Ar boulou du anezi a zo mad pa vez c’hoant da vont diouz an daou benn, teir boul a zo awalc’h. An deliou hag ar plusk anezi a zo ivez mad met