Ma teufe ar Beuz d’eomp eus an Amerik e vije kemeret evid eul louzou dispar. Siouaz ! re anavezet eo er vro ha setu ma n’en deus brud ebet. Ha kouls-koude, netra gwelloc’h evit kas ar c’horf war vaez bemde-c’houlou hag heb an distera poan. Lakit da vervi en dour pouez c’houec’h gwennek (30 gr.) a zeliou beuz dre litrad dour, eva diouz an noz, pell goude koan, hag antronoz vintin abred e labouro. Gand eul litrad dour e reot c’houec’h gwech. Evit spurji ar chatal lakit pemp gwech muioch a veuz, hervez ment ar chatal, evel just. N’ho pezo ket a boan gant ho poued, mar kirit eva a-raok ho pred eur werennadig gwin gwenn bet ennan o trempa e-pad eiz dez, pouez 12 gwennek a zeliou beuz (60 gr.). Evit lakat eun den da c’houezi en e wele lakit 40 gr. deliou beuz bzruzunet en eul litrad dour bervet e-pad eur c’hard eur, roit da eva al litrad e div-eur, a vanneou bihan, rak c’houero eo al louzou evel ar vestl. An dud taget gand ar Remm a bare ivez gand al louzou-ze e seiz pe eiz miz, ma kendalc’hont d’hen eva bemdez aketus, hep mankout dervez ebet.
Ar beverez a zo eul louzaouen deliou teo ha druz d’ezi, eus gouenn ar grignoun bihan a gaver ouz ar mogeriou koz en hanv eo hi. Frigaset ha poazet en amann dous, ez eo dreist da barea ar goanvennou, an taoliou-heol ha kement ezel a zo devet, poazet pe gant tan pe gant dour bero. Guechall goz e oa kalz muioc’h implijet eget breman, ha meur a zen taget gand an Droug Sant a zo bet pareet ganti, ha breman e rafe c’hoaz ma vefé gwelloc’h anavezet he zalvoudegez.
Bleuenn wenn e stumm kleier, e-touez ar strouez er c’haeou hag e pep lec’h e sav, e-kreiz an hanv. Kalz a louzeier mad a zo war ar maez evit tanavaat ar c’horf ha kas er maez anezan al loustoni, met gwelloc’h eged ar Bezvoud n’eus ket, rak pouez 12. gr. en eur volennadig dour bervet lezet da yena a zo dreist evit-se. An deliou hag ar bleuniou eo a vez peurliesa implijet. Dousaat gant mel, gwelloc’h eget gant sugr.
Evit gwalc’hi an daoulagad ruz ha koenvet, leun a bikouz, eo e veze gwechall implijet an dour bervet war al louzaouenn-man, ha mad eo hirio, pa oa mad gwechall. Hirio e prener dour boriket ha n'eo ket kouls ha dour Blaveola. Gwalc’hi bem-