evit c’houezi, ez eo mad ar Bent. An dud a zo techet d’an hik a evo dour diwar bent gand eul loiad gwinegr e-barz. Eur palastr graet gant deliou Bent frigaset ha bleud gwiniz, a bare buan stomogou koenvet ar mammou a dap eun taol avel fall. Mad e ve ivez lakat eul lienenn domm soubet en dour bent tomm war ar stomagou kaledet ha koenvet. An dud ne ziskenn ket buan o boued d’an traon, a evo dour Bent goude o fred. Evid ar gwentr hag an avel kof, ar Bent a ra burzudou.
Brudet bras gwechall, ar Ventonig a zo hirio evel dilezet gand al louzaouerien. Evelato, da lakat eur gouli da gleizenna, ez eo mat kenan. Lakat 100 gr. en eul litrad gwin-ruz, lezel al louzaouenn 15 dervez er gwin, ha gwalc’hi ar gouliou teir gwech bemdez gand al louzou-ze. Al logodennou gouliet (varices ulcérées) a bare buan. Bervi ar gwin gand al louzaouenn e-barz, d’an nebeuta e-pad eur c’hard-eur.
An dud o deus poan en o c’halon hag en o lounezi, dre ma ne droazont ket a-walc’h, ar re a zo koenv enno, a raio vad d’ezo eva dour bero warno, pa vezo an dour klouar mat, lakit ennan eur meudad bicarbonate de soude. Lezit an dour da yena e doug c’houec’h eur, tremenit al louzou dre eul lienen, hag eva dioutan teir gwerennad bemdez. Mad eo c’hoaz al louzou-ze da barea ar c’hlenvedou kroc’hen, dre ma neta ar gwad dre an troaz. Droug an hurlou, ar Remm, a vez yac’haet gantan, hag ivez an dud o deus stomogou sempl, o deus poan gand o boued. Ar glaou bezo tamoezet eo a ranker da gemer gand eur banné dour pa vezer taget gand ar fluz-gwad ha pa vez eur pouez war ar stomog goude ar pred.
An deliou Beotez a zo mad kenan da zebri, ha yac’hus int evit mont aesoc’h war vaez ha troaza gwelloc’h. Pa vez poazet an deliou pe ar gwriziou, e reont eur boued mat da denna an danidigez, ar c’hor eus sac’h ar-boued hag ivez eus ar bouzellou. Mad eo c’hoaz d’an dud o deus itik troaza alies. Eur palastr Beotez war ar Ruzderiou (hémorroïdes) a ra vad kenan. An dud a zo kaledet o fank enno, a bareo trumm ma tebront deliou beotez poaz diouz an noz.