Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 9

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— « Diskouez d’in da leorik alaouret a roiz d’am greg muia karet Gwennola Kerglazek da zeiz hon eured, ha setu ama an hini a roiz d’ezi pa oa c’hoaz plac’h iaouank.

Mes penaoz e peuz bet al leoriou-ze hag a zo d’in-me ? »

— Va mam eo e deuz roet d’in, rag araok mervel, a lavaraz roi al leoriou d’am mam-goz, mes houma araok mervel, a lavaraz roi anezo d’in pa vijen deut da veza braz. »

— « Ne gomprenomp ket petra leverez, plac’hik. »

— Va zad ha va mam a ioa o vont da bardouna da Zantez Anna Wenet, eur gwaleur en em gavaz gantho e Mellak, va mam a varvaz eno, ha me a c’hanaz goude he maro.

Va zad epad klenved diveza va mam a ieaz da Zantez Anna, hag abaoue den na glevaz kоmz diouthan, he hano a oa Herry Kerzuliek, mes ne oar ket e oa ganet eur verc’hik evithan e Mellak dre eur burzud euz galloud an aotrou Doue, rak va zud koz a lavaraz nompaz roi da anaout d’ezhan ar c’helou ze. »

— « Ah ! me eo Herry Kerzuliek, ha me eo da dad ! Oh va merc’h, lez ac’hanon da skuilla war da ziouchod daelou a garantez eun tad.

Pa zellan en da zaoulagad, e kav d’in e gwirionez gwelet da vam, ar vam-ze ne peuz ket anavezet. »

— Ah ! va zad ! ma c’houfec’h al levenez a ren brema em c’halon ! na hellin biken trugarekaat awalc’h an aotrou Doue deuz ar c’hras kaër a ro d’in hirie.

Abaoue m’em boa klevet lavaret em boa eun tad pell deuz Doue, pell deuz ar vro e c’hanaz, va c’halon a ioa leun deuz tan ar garantez, c’hoant em boa da gaout an tad ze, ha c’hoant em boa d’hen lakat war hent ar zilvidigez evit ma c’hello eun deiz gwelet er Baradoz e bried muia karet, va mam Gwennola Kerglazek.

Hirio em euz an eurvad d’o peza kavet ; ra vezo Doue meulet, rag hen eo en deuz va digaset beteg ama, hentchet en deuz va faziou evit va digas beteg ennoc’h. »

— « Va merc’hik setu ama an hini a vezo hiviziken da lez-vam. »

— « Va mam, roet d’in eur pok a garantez, rak esperans em euz e vefoc’h evidon eur vam dener, e stankfoc’h muia ma c’hellfoc’h ar gouliou zo c’hoaz digor em c’halon, ar gouliou greet ennhan gant maro va mam gwirion. »

— « Ah ! va Gwennola muia karet, ro peoc’h, rak da gomzou a dreuz va c’halon evel eur c’hleze noaz, digas a rez d’in da zonj deuz am amzer gaër em euz tremenet asamez gant da vam.

Va iaouankis, va c’harantez evit da vam, va eured, va buez asamez ganthi, a zo brema war va spered.

Ro peoc’h, rak kalz a rebechou em euz da ober d’in va-unan, pa zonjan e krisder va c’halon e kever ar graouadurez iaouank-ze em euz kollet du-ze e Mellak.

Ia, merc’hik sonjomp e traou laouennoc’h, ha lezomp da gousket e peoc’h ar re zo eat da anaoun.

Deuz d’an traon, deuz da bokat d’az preur, d’az c’hoar vihan a zo kousket en o gwele, sonjal a ran о devezo evidoud ar garantez a pezo evitho. »

An daou vevel a ieaz da gousket, hag a lezaz о mistri da vont d’ar gambr e leac’h ma oa kousket an daou vugel.

Gwennola a bokaz d’ezo euz a greiz he c’halon, ha vardro hanternoz a ieaz da gousket en eur gambr ekichen he zad hag he mam.

Antronoz vintin e oa laket d’ezi dillad kaër, ha bemdez he tebre ouz taol he zad hag e mam.


X. — Kasoni al lez-vam


Eun nebeud deveziou goude, an itron Kerzuliek (leshanvet Clamort) a lavaraz ar c’homzou-ma d’e fried :

— « Gwelloc’h eo did, Alphons, mont d’ober eun dro da Vellak, evit gwelet ha trugarekaat an dud о deuz savet hor mer­c’hik Gwennola, an dra-ze a rai kalz a blijadur d’ezo, a zinec’ho o spered, rak evit c’hoaz, oun zur, n’ouzont ket petra eo deut da veza ar bugel a gwittaaz anezo brema zo eur miz. »

— « Gwir a leverez, Heloïse, ha senti а rin ouzid.

Ia, ezom em euz da welet an dud ze oll, da drugarekaat anezo deuz ar vadelez о deuz bet evidomp o sevel hor merc’hik muia-karet.

D’al lun vintin, an aotrou Herry a gemeraz evit an eil gwech penn an hent evit mont da Vellak, hag eiz devez e vezo oc’h ober e dro.

En devez warlerc’h, d’ar meurz da beder heur deuz ar mintin, an itron a ioa war zao о tihuna an daou vevel hag an diou vatez.

Pa oant dihunet, e lavaraz d’ezho en em renta ebarz ar zal vraz d’an traon, el leac’h ma tlie komz gantho.

D’an taol a beder heur hanter, an itron, krenv e mouez ha tan ar gasoni [en] e c’halon, a lavaraz neuze d’ar metejen ar c’homzou-ma.

« Selaouit, va zud, eun dra hag a rankfoc’h ober, kousto pe gousto, pe ar maro a zo tost d’eoc’h :

Ar plac’h a zo digouezet en hor maner n’eo nemed eur zorserez, eur gaouiadez hag e deuz c’hoant da gaout perz el loden vrasa deuz danvez va bugale…

Bremaik eta c’houi a zerro oll doriou ar maner, ha goude e tennfec’h deuz ar c’hraou ar pevar marc’h a jom ennhan, hag e stagfoc’h anezho, daou ouz he diwesker, ha daou ouz ho divrec’h, ha pa lavarin d’eoc’h : araok ! touchit d’ar c’hezek, evit ma vezo great mel deuz eskern ar zorserez-ze.


(Da heuil)