Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 7

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



Goulskoude ne oa ket evit lakat he spered da gomz deuz an traou-ze na d’an aotrou na d’an itron.

Gwennola a zo en ti el leac’h ma vezo roed d’ezhi sklerljen war he lignez abenn nebeud amzer ; no oar ket e unan penaoz e kaso Doue anezi da anaout he zad, da lakat anezan da zistrei krenn diwar an hent fall.

Deuz an noz, Gwennola a ioa kaset da gouskat en eur gambr vihan, er penn huela deuz ar maner.

Antronoz vintin e savaz evel kustum, hag e krogaz d’al labour.

D’an trede devez deuz an noz, araok mont da gouskat, e lavaraz d’ar plac’h koz e karfe kalz kaout enn nebeudik koat tan evit tomma he zreid en he c’hambr, araok mont d’he gwele.

Ar pez a c’houlennaz e devoa bet, ha bemdez e vije gwelet Gwennola о pignat en e gambr, ganthi eun nebeud koat hag eur pennadik goulou.

Bemdez ive deuz an noz, Gwennola, goude beza lennet eur pennad deuz an Aviel, goude beza laret he fater, ho daouarn e kroaz, he daoulagad savet etrezek an Nenv, a lavare a vouez huel :

— « Va Doue, va Doue, n’oun d’oc’h nemed eur zervicherez dister, n’oun nemed eur bec’herez, mes roit d’in ar c’hras mar be ho medelez, da gaout eun devez va zad, roit d’in ar c’hras d’hen lakat war an hent mad. Roit d’am mam baour ar Baradoz da viken. »


IX.— Gwennola anavez he zad


Pemzek devez a zo abaoue m’ema Gwennola er maner, ha bemdez deuz an noz e ra er giz-ze ho fedennou, he divrec’h ganthi e kroaz, hag he daoulagad savet etrezek an Env.

Goulskoude Laouik, ar mevel bihan a lavaraz eun devez da Ber ar mevel-braz :

— « Daoust ha petra c’hell ober bep noz Gwennola gant e dournadik keuneud ? Gwir eo e c’hall eur wech bennag kaout anoued d’he zreid, mes bemdez, an dra-ze a gavan iskis da gredi.

Red o vezo d’eomp em-berr pa vezo eat hi d’he c’hambr, mond da zellet dre doull an alc’houez, hag e welimp neuze petra rai e unanik en he c’hambr.

— Evel a leverez, Laouik, souezet oun koulz ha te deuz ardou ar plac’hik-ze, ha red e vezo d’eomp gwelet o kuz petra ra en he c’hambr deuz an noz araok mont d’e gwele.

Pa oa debret koan er maner, Gwennola, goude beza sikouret gwalc’hi ar besellou, a zavaz d’he c’hambr, adarre eur pennadik goulou ganthi hag eun dournadik keuneut.

Eno ec’h en em lakeaz da lenn e leoriou, ha goude, e reaz ho fedennou evel kustum.

An daou vevel a zelle dre doull an alc’houez, hag a oa bet esllamet о welet petra ree ha petra lavare ar plac’hik.

Disken a rechont d’o gwele pa oa achuet ho fedennou gant Gwennola, en eur brometi an eil d’egile e teufent adarre en nozvez warlerc’h.

Goude beza bet teir nozvez dustu o selaou ar plac’hik, e lavarchont d’an aotrou petra o devoa klevet ha gwelet.

— « Hounnez ar plac’hik-ze a zo eur zantez, ha bep noz e tiskennomp d’hor c’hambr an dour en hon daoulagad o klevet e c’hlemmou truezuz.

Deuit oc’h unan, aotrou, hag eveld’omp-ni e welfoc’h petra ra ha petra lavar.

Chom a ra epad dek munuten war he fennou daoulin noaz da bedi evit he zad hag evit he mam.

N’ouzomp ket petra da zonjal euz a gement-se, rak-ze e karfemp e teufoc’h asamez ganeomp. »

— Mont a rin em-berr, hag e welin ardou ar zorserez, ha varc’hoaz e vezo taolet er meaz deuz ar maner, rak ne fell ket d’in roi digemer da dud ar seurt-ze hag a zo entanet ho c’halon gant kredennou faoz ar relijion. »

Pa oa deut an noz, debret koan, Gwennola a bignaz de c’hambr, ha prestik goude, an aotrou, an itron hag an daou vevel a bignaz war he lerc’h.

Ar plac’hik a elumaz ar goulou, a c’houezaz an tan hag o lennaz eur gentell e peb hini deuz he daou leorik. Neuze e reaz adarre he fedennou.

— « Va Doue ! va Doue ! roit d’in ar c’hras da welet eun devez va zad divade, roit ar Baradoz da ene va mam !

Mervel a rin kontant pa ouezin e vezo va zad war hent ar relijion.

Oh ! va Doue roit d’in ar c’hras kaër-ze a c’houlennan ouzoc’h euz a greiz va c’halon. Na ehanin da bedi ken am bezo bet an eurvad da welet oc’h heuill o kourc’hemennou, an hini a roaz d’in ar vuez ! »

Kerkent eun taol pounner a skoaz war dor ar gambr :

— Digor, digor, sorserez pe an or a vezo torret.

Gwennola, an daelou c’hoaz en e daoulagad a deuez da zigerri an or : aotrou, itron, va mestr, arabad eo d’eoc’h ober trouz d’in abalamour ma ran va fedennou. »

— Perag hag evit piou e pedez er giz-ze en da gambr abaoue m’emaoud en hor maner. »

— Pedi ran evit va zad, hag a zo hirio divade, ha n’ouzon ket e peleac’h ema. C’hoant em befe d’her c’haout evit hen distroi d’ar religion gristen, religion e dadou koz.

Pedi ran evit va mam, marvet duze e Mellak…

— E Mellak ! Ah ! petra leverez ? »

— Ia, aotrou, va mam a zo interret du-ze e Mellak ha setu ama al leoriou a deuz lezet gant he merc’hik Gwennola.


(Da heuil)