Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 6

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


« Hano da dad, hano da vam, va merc’hik !

Brema e welez sklaer ne ket Macharit an Naour eo da vam-goz, na Mari da vam. Maga reont ac’hanoud, ha netra ken, gant an arc’hant braz a roaz d’ezo da dud. »

— « Va Doue ! va Doue ! a lavaraz neuze ar plac’hik daouzek vla, na pegen kri eo d’in klevet ez eo maro va mam, ema aze douaret abaoue ma zoun ganet, ha na ouien ket.

Va c’halon a zo fraillet о klevet lavaret em beuz eun tad païan, eun tad hag en deuz ankoueet va mam.

O va Doue ! pegen laouen ouan er mintin ma o kana o meuleudiou, ha pegen glac’haret eo brema va c’halon, o sonjal er blaneden galed em beuz da c’houzanv war an douar.

Daou dra a chom ganen da ober, da genta pedi evit va mam, evit ma zaio da c’hloar ar Baradoz ; ha d’an eil, pedi evit va zad, evit ma roïo Doue d’ezhan ar c’hras da welet va mam eun deiz en Nenvou.

— Ia, ia, roi a rin ar veraden diveza deuz va gwad evit lakat va zad war an hent mad.

O va Doue ! roit d’in ar c’hras da gaout eun devez an hini a nac’h hirio o lezennou. Her c’haout a rankan, hag her c’haout a rin ! »

Epad ma oa Gwennola, an daelou en he daoulagad, o lavaret ar c’homzou-ze, ar wrac’h koz a gemeraz trum hent ar gaer gant he loëned, aoun e devoa da veza anavezet, abalamour e devoa lavaret ar wirione d’ar plac’hik.

Gwennola ive a deuaz d’ar gaer gant he loëned, ha goude beza o laket er c’hraou, e tiredaz raktal d’ar vered. Eno war be he mam, e ouelaz dourek, hag e touaz kaout he zad, e touaz hen lakat war hent ar zilvidigez.

Deuz an abardae, pa zigoueaz Mac’harit an Naour gant e bugale vihan er gaer, ar plac’hik a oa doaniet oll.

— « Petra c’hoarvez ganoc’h, Gwennolaïk ?

— « Al leoriou o peuz roet d’in er mintin-ma, a zalc’hin hiviziken war ma c’halon, rak warno e lennan hano va zad, hano va mam.

Daouzek vla em beuz, ha biskoaz n’o peuz lavaret d’in e oa va mam er vered ; kuzet ho peuz ouzin e oa va zad eur païan.

Ma c’halon a zo fraillet, va spered ankeniet, o sonjal ema va mam, marteze er purkator.

Va zad marteze a zo marvet païan, hag a c’hell beza hirio e anaon oc’h hirvoudi direpoz.

N’ouzon petra d’ober, n’ouzon petra ran ha va buez a vezo eur vuez a c’hlac’har ken em bez o gouezet e peleac’h ema va zad !…

Varc’hoaz vintin me a ielo da gaout an aotrou Person, hag hen a lavaro d’in petra em bezo da ober, hen a roio d’in sklerijen war va amzer genta, hen a lavaro d’in marteze e peleac’h ema va zad. »

— « Merc’hik, a lavaraz Mac’harit an Naour, ho kinivelez a zo eur burzud euz a berz Doue,hag an oll dud er barrez-ma, a ioa sebezet o welet eur seurt darvoud.

Ene ho mam a zo er Baradoz pell zo, rak hi a ioa eur zantez. Hi a deuz roët d’in al leoriou-ze a lennec’h er mintin-ma.

Ho tad a zo eur païan, gwir eo, hag abaoue m’en deuz kuitteat e wreg war heur e varo, den n’en deuz klevet deuz he gelou.

Ho tad hag ho mam goz a zo ive maro deuz an diou gostezen.

Bloaz a zo tremenet, em boa bet al lizer diveza digant mam ho tad, ha bremaïk hen diskouezin d’oc’h.

— Ha perak о peuz kuzet ouzin keit all a wirionez ?

— Ho tad hag ho mam-goz a lavare d’omp kuzat ouzoc’h о lignez, ken a vijec’h deut d’an oad a driwec’h vla, rak m’ hon dije lavaret d’ho tad e oa ganet evitan eur verc’h e vije deut d’ho kerc’hat, ha ganthan e vijec’h bet savet fall.

— Ah ! trugare d’oc’h va mam-goz ! rak kaër eo beza savet er Relijion gristen.

Brema e ouzan pen-da-benn ar wirionez.

Doue en e vadelez en deuz c’hoanteet delc’her ac’hanon war hent ar zilvidigez, mes pa zonjan em zad, e santan va oll izili o krena ha va gwad o vervi, hag eur vouez a gomz em c’hreiz, hag a lavar d’in :

Kerz, kerz, hag e tenni ene da dad deuz ar pec’hed…

Lavarit d’in e pe leac’h ema va zud koz, mont a rin beteg enno, ha diganto e c’houlennin kelou deuz va zad. »

— « Maro int oll, ho tud koz, mes e parrez Poullaouen e oant o chom. »

— « Mont a rin evelato beteg eno, ha marteze e klevin eur c’helou bennag deuz va zad, klevet a rin pe ez eo beo pe maro. »

— « Va merc’hik ! gwall iaouank oc’h evit ober eur sourt beach hir, ha marteze c’hoaz goude mont keit all, na gavfoc’h netra.

Ho tad kazi zur, a zo e Pariz, kazi zur en deuz gwerzet e vaner e Poullaouen, evit mont da chom el leac’h ma kavo ebatou. »

— « No ouezan netra, mes gouzout a rankan tout ar pez a zo tremenet em famill. »

Antronoz vintin Gwennola a ieaz da gaout an aotrou Person, hag hen-ma lavaraz d’ezhi :

— « Ia, va merc’hik, ar pez a livirit a zo mad, red eo d’eoc’h klask ho tad, hen dizrei diwar hent an dizurz.


(Da heuil)