Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 5

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


E gwirione, a veac’h e oa sec’het ar c’hleizennou en e c’houk, ma lakeaz staga deuz ar wetur, e zaou varc’h kaër, hag e kemeraz penn an hent evit mond da Bariz.

Eiz de oa bet oc’h ober an hent, ha kerkent ha ma oa digoueet, kenta tra reaz, oa gwerza e zaou loën hag e garronz kaër.

Neuze e kommansaz da ren eur vuez diboch, buez an dud dizesperet.

Bemde o c’haloupat deuz an eil toull fall d’egile, e kolle e iec’hed, ec’h en em revine. Ar c’hoariou kartou a blije d’ezап, hag enno gwech e c’honee, gwech e kolle arc’hant braz.

Eur bla oa bet o ren ar vue-ze, pa zonjaz dimezi en dro.

En unan deuz an tiez ze a hanver e gallek café-concert, Herry a gavaz eur plac’h iaouank deuz ar re gaëra, hanvet Héloïse Clamort.

Ar plac’h-ma a oa deuz eul lignez izel, he zud a zalc’he eun tammik konverz en eur gaerik vihan deuz Sao-Heol Franz.

Dimezi a rejont eta, ha chom a rechont er Gear-Benn. Asamblez gant e itron iaouank, an aotrou Herry a renaz eur vuez fur, na vije ken gwellet o tremen nozveziou en toullou born, na golle ken e arc’hant er c’hoariou braz. Mes avad, ma rene Herry eur vuez fur, na rene ket eur vuez kristen, heg e wreg na roe ket d’ezan aliou mad, rak hi e-unan a oa koueet abred en dizurz.

Prestik goude ma oa marvet Gwennola, he zad heg e mam a varvez ive en Huelgoat.

Ar boan o devoa bet o klevet ar maro spontuz e devoa bet o merc’h, a gasaz anezo buan war o fenn, ha peurgaset e oant bet, pa glevchont ar vuez fall a rene e Pariz o mab kaër Herry.

An aotrou Kerzuliek koz, o chom e maner Tymeur e Poullaouën, a varvaz o koueza diwar e varc’h. Na jome mui deuz an diou famill, nemed an itron goz Kerzuliek, mam an aotrou Herry.

Houma, pell a ioa, a oa stag war he guele gant ar remm hag ar c’hoënvadurez, hag eun devez, Herry a resevaz eul lizer vit lavaret d’ezan oa maro e vam.

Abenn eur bla goude ma oa arruet an darvout-ze, Herry a roaz e zonj da zont adarre da chom da Vreiz, dindan an hano a Alphons Clamort.

Dek vla a zo abaoue ma z’eo douaret du-ze e Mellac, Gwennola Kerzuliek, eiz vla zo tremenet, abaoue ma z’eo dimeet vit an eil gwech, Herry Kerzuliek.

Hen-ma, evel heritour d’an daou vaner, hini e wreg kenta en Huelgoat, hag e hini e-unan e Poullaouën, a deu da chom da Vreiz, da vaner Tymeur, el leac’h oa ganet.

VII. Ar verc’hik Gwennola, e Mellak


Lezomp brema an aotrou Herry hag e itron gant ho zaou vugelik, Henry ha Germaine, ha dizroomp du-ze da Vellak, el leac’h m’ ema ar bugelik koant kavet er be goude maro he mam.

Dek vla e deuz, hag e buez a zo hini ar merc’hedigou war ar meaz. Eun dudi eo he gwelet da zul en offeren gant e dillad kouër. He oad a zo bihan c’hoaz, mes dija he c’halon a zo leun a garantez.

Bemdez e vez o vesa ar zaout hag an denved asames gant bugale vihan Mac’harit an Naour, hag evit c’hoaz e kav d’ezi ez eo c’hoar d’ar re-ma. Peb tra a zo kuzet outhi, hervez ma oa gourc’hemenet.

Goulskoude ar vugale n’int nemet bugale, hag aliez en o c’hoariou, pa ve drouk enno, e ouezont roi taoliou teod an eil d’egile.

Gwennola a gleve aliez ar c’homzou-ma gant bugale vihan Mac’harit, pa vije drouk enno :

« Te n’oud ket c’hoar d’omp-ni ! Te zo kavet en eur be ! Da dad d’id a zo divade ! »

Ar bugelik dek vla na daole ket pled er chomzou-ze, hag a leze anezo da dremen evel an traou all a gleve gant bugale ar bourk.

Ober a reaz he fask kenta hag he eil pask e Mellak, ha tri bla a oa abaoue ma oa laket er skol, evit deskì lenn ar brezonek hag ar gallek.

Goulskoude, eun devez Mac’harit an Naour heg e bugale vihan a ieaz d’ar barrez an Trévoux, eul leo deuz Mellak, ha Gwennola jomaz er gaër evit diouall al loëned.

Du-ze ema, war heent Kemperle o kana kantikou, soniou Breiz-Izel, hag o lenn an Aviel hag Imitation J. K. Eun dudi eо e c’hlevet o kana sklintin en draonien.

Goulskoude, vardro nav heur deuz ar mintin, eur plac’h koz, o vesa he loëned ive, a zigouezaz ganthi, hag o diou e kommanschont kaozal deuz an dra-ma ha deuz an dra-hont.

— « Kana brao a rez, plac’hik, a lavaraz a-wrac’h koz. »

— Ia, eme ar plac’h iaouank, kalz plijadur em beuz o kana, hag o lenn al leoriou kaër-ma roët d’in gant va mam. »

— Gant da vam ! n’eo ket gwir ! Da lez-vam marteze.

— Pa lavaran d’oc’h, va mam er mintin-ma eo e deuz roet an daou leorik brao-ma d’in, hag hi e deuz lavaret d’in lenn anezo.

— Da vam a zo maro daouzek vla zo tremenet, ha douaret aze en bered Mellak. Ha da dad, pehini a oa païan, en doa c’hoanteet en em laza duze e Santez-Anna, pa glevaz ar c’helou-ze, hag abaoue den n’en deuz klevet hano anezan.

Da vam a ioa hanvet Gwennola, ha da dad Herry Kerzuliek.

Deuz pell ac’hann e oant, ha te zo savet ha maget ama gant an hostizez leac’h ma oa diskennet da dad ha da vam.

Diskouez d’in al leoriou-ze, warno marteze ema hano da dud. »

— « Ia ! war henma e welan skrivet e skritur dorn :

« Roët da Wennola Kerglazek gant he fried Herry Kerzuliek. Ha war hen-ma : Gwennola Kerglazek. »


(Da heuil)