Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 3

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



— Ia, ia, eme Mac’harit an Naour, me rai ar pez a c’houlet, itron.

— A-benn an noz ho koaz a vezo dizro, dont a rai adarre da gennerzi ac’hanoc’h, ha red eo esperout, abenn daou pe dri devez, e vefoc’h pare klok, hag e c’hallfoc’h mont beteg Zantez-Anna.

III. — Gwennola a varv dougerez…


Goulskoude war dro nav heur deuz ar mintin, ar glanvourez a dreuz-komzaz adarre, e daou lagad a droe en e fenn, eun derzien vraz a grogaz enni en eun taol-kont. Ar belek a deuaz raktal, hag ar c’hloc’her a oa dija eat war gein eur marc’h buan, da gemen d’ar medisin.

Allaz ! arok ma c’hen em gavaz ar medisin, an ælez a ioa deut da gerc’hat ene kaër Gwennola Kerzuliek.

Ar medisin a zistroaz buan d’ar gaër, hag a lavaraz da gloc’her Mellak mont raktal war o loan da Zantez-Anna, da gemen d’an aotrou Kerzuliek e oa maro e wreg e Mellak. Pa oa digoueet ar c’helc’her e Zantez-Anna, e ieaz raktal d’an hotel vraz, el leac’h e tlie beza diskennet an aotrou Herry Kerzuliek. Gwelet a reaz ar wetur e toull an nor, an aotrou Herry a oa er zâl o tebrí eun tam, abarz dont kuit…

— Aotrou, a lavaraz ar c’hloc’her, hoc’h itron a zo marvet bremaik da zek heur e Mellak.

D’ar c’homzou-ze, an aotrou goueaz d’an douar a stok e gorf, hag etre teir gwech, e sankaz eur gountell enn e c’houk, heb lavaret eur ger.

D’ar garmaden spontuz a lezaz neuze ar c’hloc’her, tud an hotel a deuaz da welet petra oa c’hoarveet.

Raktal oa klasket daou vedisin, vit stanka ar goad a rullie deuz gouk Herry Kerzuliek. Pa oa louzaouet an den dizesperet, oa laket en eur gwele vit repozi, n’oa danjer abed ken evit e vuez.

Ar c’hloc’her a zistroaz neuze da Vellak, el leac’h oa sebeliet korf Gwennola.

An aotrou Person a oa en ti, pa zigoueaz er ger. Mac’harit a bropozaz deustu skriva ar c’helou heuzuz da Boullaouën da dad ha mam Gwennola.

An aotrou person a ioa a-unan ganti, mes lavaret a reaz e oa red douari ar c’horf maro abenn tri devez d’an hirra, hag evel ma n’o divije ket amzer da zigoueout abenn an termen ze deuz Poullaouën da Vellak, e vije great al lidou heb ar gerent.

Gwennola a varvaz d’ar merc’her vintin, ha da zadorn vintin da nav heur e oa douaret. Dreist oll oa bet kaër al lidou, pevar belek a ioa bet en interramant, oll dud Mellak, ha kalz deuz parroziou tro-war-dro, pere a oa bet estlamet o klevet eun heveleb kelou spontuz.

Antronoz, d’ar zul vintin, o oa kanet eun offeren hag eur zervich evit repoz ene Gwennola Kerzuliek. Pa oa achuet an offis, ema er c’hiz da vont da daoler eur banne dour binniget war ar bez.

Marc’harit an Naour a deuaz evel ar re all, ha pa oa eat an dud kuit, hi a jomaz da gempen ar be, ar bokodou laket war an douar. Daoulinet e oa etal ar be, o lavaret eun de profundis, pa glevaz eur vouezik o tont deuz strad ar be.

Estlamet oll, Marc’harit a zavaz evel eun tenn, en e zao. Tra estlamuz ! ar vouezik a glev, a zo evel eur glemmaden, eun hirvoud.

He zreid, he diwesker a gren evel delliou, hag hi sabatuet, n’eo ket evit flach deuz al leac’h-ze. Garm, garm a ra, hag an dud a deu da c’houlen outi petra c’hoarvez ganti.

Kemennet e oa d’an aotrou Person, ha dont a reaz trum da welet petra oa c’hoarveet.

An hirvoudou a zeblante brema sevel splannoc’h deuz an douar.

IV. — Eur bugelik a zo ganet er be…


An Aotrou Maer a zigoueaz trum, ha dirak han o oa dislouvet ar be fresk.

Pa oa digoret an arched, oh neuze, tra estlamuz ! tra burzuduz ! eun ælik koant evel an heol, a oa kavet etal ar c’horf sklaset gant ar maro. Doue a felle d’ezan, en e vadelez, e teuje an ælik burzuduz-ze deuz ar be, evit distroi c’hoaz war an hent mad arok e varo, an aotrou Kerzuliek.

Marc’harit an Naour a gemeraz buan buan ar bugelik en he zavancher, ha gantan d’ar gaer. Laket e oa an ælik en eur c’havellik blod, ha Mari an Naour, merc’h Mac’harit, pehini e doa dija daou a vugale, en em gargaz da vaga ar c’hrouadurik mirakuluz.

D’an taol a greizde, ar postillon a lakeaz etre daouarn Mac’harit an Naour eul lizer deut deuz Poullaouen. Mac’harit na ouie ket lenn, he merc’hed kennebeut, red o oa bet d’ezo mont da gaout an aotrou Person evit lenn al lizer, rak ar re-ma n’o devoa ket a c’hoant e vije gouezet o afferiou gant tud ar bourk…

— Setu ama [al] lizer graet gant tad Gwennola.


Poullaouën, ar 25 a Vaë 1778


D’hor madaberourez Marc’harit a Naour o chom o bourk Mellak etal Kemperle.

« Strafuillet oll omp c’hoaz en hor maner e Poullaouën, o klevet eur seurt kelou. Sonjal a ra d’eomp oll n’eo nemed eun hunvre, eun hunvre fall o tremen dre vrumen hor penn. N’omp ket evit kompren e vije marvet ken buan hor merc’hik karantezuz Gwennola. Na oamp ket o sonjal en deiz all, pa oamp hon daou lawen o pokat d’ezi, e oamp o lakat evit ar wech diveza war he diou chod ar merk euz karante eun tad hag eur vam…

Nan, nan, birviken ken plijadur war an douar n’hor bezo, hor plijadur a vezo en Nenvou, pa welimp hor merc’hik. Hor mab kaer !… allaz ia, hor mab kaër, evel a livirit d’eomp, en deuz esaet kuitaat ar bed-ma. Ar paourkaez den, n’en deuz tam relijion abed. N’en deuz mui en e galon an nerz a ra d’an den stourm ouz c’hoervder ar vuez-ma.

Na vije bet moien abed d’omp mont d’an enterramant, re bell emaomp, mes prestik ez aimp da daoler eur banne dour binniget war an douar-ze, dindan pehini eo kuzet an hini a oa hon oll flijadur war an douar-ma. Kaset em beuz ar c’helou da dad ha da vam Herry Kerzuliek, hor mab-kaër.

Da c’hedal an eurvad da welet ac’hanoc’h, digemerit, Mac’harit, gant hon anaoudegez vad, hor gwella mennoziou. »


Loeiz Kerzuliek, e maner Tymeur.
Poullaouën


(Da heuil)