Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 21

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



An aotrou Kerzuliek neuze a droaz war-zu he itron hag a lavaraz d’ezhi :

« Gant eur galon laouen e lezan ac’hanoud etre daouarn ar justis, en eur reketi ma vezi kastizet hervez ec’h euz meritet. Kredi ran n’euz poan abed war an douar, goëst da lakat ac’hanout da baëa an torfet.

Va c’halon a dad a zo pell zo glac’haret, hag hed va buez, va daoulagad a skuillo daëlou c’hoëro d’am merc’hik Gwennola ha d’am mab kaër em euz kollet.

Ah Gwennola ! gant daoulagad va spered e welan ac’hanoud er bez, gwelet a ran da galonik sklaset, ar galonik-ze a zo bet ken tom, ken karantezuz hed da vuez. Ia, karet e peut achanoun, Gwennola, p’e gwir evit va c’haout e peuz great an hent a zo etre Mellak ha Poullaouën.

Va c’hlasket ec’h euz evit va lakat war hent ar Relijion em oa ankounac’heet pell a oa. Karet ec’h euz ar vaouez digalon-ze a zo aze dirag va daoulagad, p’e gwir araok ma oan o vont da rei d’ezhi taol ar maro, te a deuaz da c’houlen pardoun evithi gant va daou vugelik bihan… Hag evit kement-se a garantez, e peuz kavet ar maro dre ar poëzoun kriz, ar maro ekreiz al laouenedigez. Oh rozennik kaër ! troc’het oud bet, ha taolet en teill, en deiz ma oaz o vont da zigerri d’an heol binniget…

Va c’halon a zo rannet, ha va buez a vezo hiviziken eur chaden a c’hlac’har, ken na zin da welet ac’hanoc’h ho taou e gloar an Nenvou.

Kasit, kasit buana ma c’helloc’h ar vuntrerez-ze, ar vaouez digalon-ze, ar vam dinatur-ze deuz dirag va daoulagad. Ar c’hastiz a rofec’h d’ezhi na vezo biken goëst da baëa an torfet heuzuz e deuz great ! »

— « Araok mont er meaz euz an ti-ma ro aotre d’am daou vugelig da roi d’o mam eur bouch, ar bouch divea. Lez anezho da zont d’am c’haout, ma skuillin war o diouchod eur weraden daëlou a garantez. »

— « Nan, nan ! kentoc’h mervel ama war ar plas eget lezel da veza saotret diouchod va bugale gant daëlou gaouiad eur vuntrerez. Kerzit, kerzit, maouez, deuz an ti-ma eleac’h ne dlefec’h biken beza deut. Evit ato e nac’han ac’hanoc’h, ha deski a rin d’o taou vugel kasaat ac’hanoc’h.


XIX. — Ar breujou, ar c’hastiz.


Eur wetur c’holoet a ioa klasket neuze, hag a zigemeraz an itron hag an aotrou Koëtmeur, an daou torfetour. Ekreiz etre daou archer e tigouezchont e Kemper, hag eno kerkent e oent laket en toull da c’hortoz lezvarn ar Breujou.

Eur miz goude, d’an deiou kenta a viz ar foenn, pe miz gouere, e tigore er gear-ze al lezvarn evit an dorfetourien vraz.

Ar varnedigez war an daou dorfetour-ma a ioa eun dra eaz, p’e gwir o daou o devoa anzavet o muntr.

Goulskoude an oll destou a ranke beza eno, hag oll e rankent diskuill a nevez an traou o devoa gwelet pe klevet. Ar vatez koz e devoa klevet ar gwer oc’h en em stoka an eil en eben, e devoa gwelet an itron hag an aotrou Koëtmeur o sevel er gambr hag o tisken, eo a ioa an test brasa, an hini a gondaone anezho ar muia.

Ar mevel braz, deiz an eured deuz ar mintin, a welaz an aotrou o tont er maner, hag o vont ekuit pa oa achuet ganthan e gefridi. Matez an aotrou Koëtmeur e Kemper, a deuaz da lavaret ne oa ket e mestr er gear en deiou araok an eured, da lavaret eo etre an ugent hag an dregont a viz maë.

Pa oa great mad an enklask gant ar varnerien, Prokuror al lezvarn a lavaraz e oa red kastiza ha kastiza evel e oa dleet an daou vuntrer kabluz o daou deuz daou dorfet heuzuz meurbed.

« An itron a zo ama azezet war skaon an dud kabluz, eme ar Prokuror e deuz dija eseat en em zizober deuz e merc’h en eur mod iskiz. Lakat a reaz e metejen da staga ezili e merc’hik ouz pevar loan, mes ar re-ma a gouezaz maro-mik. Neuze e lakeaz e zaoler en eur bern keuneut, mes ar c’hoat a zevaz hag ar verc’hik n’e devoa droug ebed. Neuze, o sonjal e vije marvet gant an naoun, an anoued, e lakeaz e tleja emesk an teill er c’houldri. Eno tud vad a roaz d’ezhi bara da zebri ha plouz da lakat dindan e c’horfik.

Goude beza seblantet ankounachaat ar gwarisi, e welomp ar vaouez kabluz oc’h en em glevet gant ar paotr iaouank a welit ama dirazoc’h, evit rei d’e merch ha d’e mab kaër taol ar maro dre ar poëzon. Hi eo a ziskouezaz d’ezhan ar gambr, a zigorraz an nor, hag a galon vad a lezaz lakat ar poëzon en eur voutaillad likur.

An aotrou Koëtmeur, ama dirazomp a zo bet gwechall o tarempred Gwennola Kerzuliek, dre e lizerou e tiskoueze d’ezhi kalz a garantez. Mes eun deiz, ar plac’h iaouank a glevaz e rene e zervicher eur vuez direol e Pariz, e revine e dud dre an aour a golle er c’hoariou braz. Neuze Gwennola a skrivaz d’ezhan vit lavaret n’oa ket eun avans d’ezhan konta o teuje eun deiz da veza e fried.

An aotrou Koëtmeur a zelc’haz sonj deuz an dismegans-ze, hag a vagaz eur gasoni vraz en e galon evid ar plac’h iaouank. Pa glevaz e oa houma o vont da zimezi gant e jardiner, e wiskaz dillad eur galouper bro, hag e teuaz gant eur bâl da c’houlen labour e ti an aotrou Kerzuliek. Eno ec’h en em glevaz gant an itron evid ober an torfed a zigas anezho o daou ama.

Gwelet a rit eta, aotrone barnerien dirag o taoulagad, aze azezet war ar bank, daou dorfetour hag a studiaz mat an taol da ober, hag a en em glevaz mat etre-z-ho, evid dont abenn ouz o zaol. Medisin ebed na gavo anezho sod, mes oll e rankomp lavaret o deuz great an taol gant eur spered iac’h, eur spered a gasoni.

Na zalein ket pelloc’h da ziskuez d’eoc’h pegen heuzuz eo an torfet great gantho, pegement a zizenor a daol war eur famill anavezet mad hag istimet dre ar vro.

Gwelet a rit ama dirazoc’h eun dousen testou n’o deuz interest ebed da lavaret gevier, tud honest int oll, ha dre-ze ne c’hell douetans ebed chom en ho spered. Anzavet o deuz o zorfet.

Mes gwelet a rit oll e oa red d’ezho e anzao, p’e gwir e oant bet gwelet ha klevet gant daou zervicher euz ar maner. Dre-ze paz d’eoc’h tenerraat ho kalon, mes diskouezit dre eur chastiz kalet, pegen heuzuz eo an torfet.

Diskouezit hirio d’ar bobl a Vreiz a-bez, ne c’heller ket laza daou zen iaouank en deiz o eured, ha paëa goude eun torfet ken skrijuz, dre al labour forset epad o buez. Nan, nan, gwasoc’h eget an dra-ze a c’houlennan evitho, ha fizians em euz e komprenit va c’homzou. »…

Ar jureed neuze a en em dennaz en eur gambr a goste, hag eur c’hart heur goude ar barner braz a lavaraz :

« Goude beza gwelet grevuzded an torfet great d’an 28 a viz maë e maner an aotrou Kerzuliek e Poullaouën.

Goude beza goulennet kuzul digant ar jureed a zo ama, e lavaromp :

Héloise Clamort, pried d’an aotrou Kerkuliek ;

Herve Koëtmeur medisin e Kemper, a zo hirio dre lezvarn ar Breujou, kondaonet o daou da veza dibennet war unan euz plasennou Kemper. »


(PENNDIVEZA)