Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 16

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



En deiz all em oa gwelet kas anezhan d’an hospital. Bet e oa o tremen an noz asamez gant haillevoded euz Pariz, hag ar re-ma, kredabl, goude beza hen laëret, o devoa toullet d’ezhan he ben.

Kaozeet em euz gant ar plac’h a walc’h d’ezhan he zillad, ha warnhi n’em euz ket kavet tress eur plac’h a feson, hag hi he unan eo deuz diskuillet d’in an darn-vuia deuz ar pez em euz klevet a fall diouthan.

Sonjal a ra d’in, dimezet Gwennola, e tlee beza Herve eur rivin evid e dud, rak bep noz ema er c’hoariou braz, bemdez deuz an eil deboch d’egile. Penaoz neuze e fell d’eoc’h e rafe ervad he studi, eur studi hag a c’houlen kement a evezded, kement a spered iac’h !

Awalc’h em euz lavaret d’eoc’h, a gredan, evit kentellia ac’hanoc’h war ar pez oc’h euz da ober en amzer da zont.

Goulskoude, ma klevan eun dra bennag a vad diwar he benn, e kasin d’eoc’h gant kalz a ebat, ar c’helou a c’hellfe lakat en ho spered eur bannik laouenedigez, eur bannik esperans. »

Eiz devez goude ma en em gavaz al lizer-ma en Tymeur e tigouezaz eun all digant Herve. Setu hen ama.


Pariz, an 30 a viz Kerzu 1794


Va dousik koant Gwennola,


An amzer er skol a dremen, mes allaz ! re c’houstadik ! Hast em euz e vije peur achuet va studi, evit mont adarre da chom evit mat da Vreiz, hast em euz da welet an deiz-ze, ha muioc’h c’hoaz da welet an hini e vezimp hon daou unanet evit ato.

Ar vuez hirio a zo trist evidon, pell deuz va zud, ha deuz ouzoc’h Gwennola, a garan dreist an oll verc’hed, dreist kement tra a zo war an douar.

Va oll huanadou, va oll garantez, va oll buez a zo evidoc’h hebken. Heb d’oc’h n’ouffen ket beva, ha ganeoc’h e vezin eun deiz el levenez.

Resevit gant ar gwella mennoziou a den deuz goueled va c’halon, doujans ho gwella mignon.

Blavez mad d’eoc’h oll.

Herve Koëtmeur.


Raktal, Gwennola ive deuz he c’hoste, a skrivaz eul lizer d’an hini a ioa bet gwechall doun en he c’halon, hag evit pehi­ni brema ne deuz nemed kasoni.


Tymeur, Poullaouën, 15 a viz Guenver 1795


Aotrou Koëtmeur,


Na ran seblant ebed ken deuz ho kom­zou a garantez evidon, deuz ho komzou a esperans evit an amzer da zont.

Tan ar garantez em oa evid’oc’h a zo maro, ha biken ken na vezo elumet. C’houi ive, mar magit en ho kalon eun tam karantez evidon, pedi ran ac’ha­noc’h d’hen mouga, d’hen mouga evid ato.

Klevet em euz ar vuez direol a renit e Pariz, hag eno ho teiziou, ho nozveziou a dremenit, nompaz о studial, mes о riviпа ho tud, ho iec’hed, ho brud vad.

Rakse-ta, grit ho polontez, mes arabad eo d’eoc’h konta warnoun, n’ho karan ken, n’ho karin mui.

Gwennola Kerzuliek.


Deuz azalek an deiz-ze ive, famill an aotrou Koëtmeur e Karnoët, a zihanaz da zont da leina d’an Tymeur, hag an diou famill n’en em gaozechont ket ken.

An dud tro-war-dro a c’houlenne an eil digant egile deuz beleac’h o teue kement-se a ienien, goude kement a domder a renaz gwechall etre an diou famill vrasa a ioa er vro.

Den na zonje e teue an dra-ze deuz a berz an daou iaouank о devoa en em garet kement gwechall.

Darn a lavare : an aotrou Kerzuliek a wel an aotrou Koëtmeur o werza a nebeudou he zanvez, ha kredabl ne gav ket anezhan ken pinvidik awalc’h evit darempredi he vaner.

Darn all a lavare ne felle ket ken d’an aotrou Koëtmeur mont da Boullaouën abalamour d’ar pez a ioa bet tremenet er maner diwar benn Gwennola… En eur ger, peb hini a lavare ar pez a zonje… Goulskoude an amzer a dremen buan, ha bloaz goude, an aotrou Herve Koëtmeur, medesin, a deuaz da chom da Gemper.

Er blavez-ze ive, Laouik, jardiner en Tymeur a deuaz d’ar gear goude beza graet tri bloaz soudard.

Ganthan e teuaz ar groaz a enor hag eun tammik pansion, ha setu ama penoz e c’honeaz an dra-ze.

Eun nozvez e oa o tioual dor ar c’hazern, pa saillaz warnhan daou lakepot deuz kaer.

Ken buan ha lavaret, unan deuz an haillevoded a sankaz eur gountell en he geïn, hag eun all a sankaz eur gontell poignard en he wrec’h deou.

Mes ar Breizad kalonek en em zifennaz, ha gant he gleze, ken trum hag ar ger, e treuzaz da bep hini anezho he vorzed deou.

Kerkent an daou lakepot a oe digaset e diabarz ar c’hazern, ekeit ma oa aet unan deuz ar zoudarded da gemen d’ar c’homiser ha da dud an hospital.

Ar Breizad gant he zaou c’houli a ioa digaset d’ar c’hlandi, hag ar mestr-louzaouer a ententaz outhan.


(Da heuil)