Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/15

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 15

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



XIV. — Dizro ar pec’her


Goude ar barr amzer fall-ze tremenet war ar mener, ar peoc’h a renaz a nevez en Tymeur.

Goude an dristidigez, al levenez ar vrasa a gargaz kalon Gwennola, rak he zad, anezhan he-unan a zistroaz ouz Doue, en eur lavaret ar c’homzou-ma d’he verc’hik :

— « Va merc’hik : gwelet em euz sklaer ar burzudou en deuz graet Doue drez-oud, ha gwelet em euz he vadelez evidon.

Re bell zo, ia re bell zo ziwaz, emaoun о veva er pec’hed, pell deuz Doue va iaouankiz, deuz Doue va zud koz.

Seblantout a ra d’in klevet deuz bar an Nenvou, mouez va mam o rebech d’in an neubeud a dalvoudegez em euz graet deuz he c’homzou fur, deuz ar c’homzou-ze a lavaraz d’in pa oan c’hoaz bugel, hag a zo chomet skrivet e goueled va c’halon.

Ia, va c’hrouadur, va c’halon a zo hirio eüruz, hag ar gwaleur a zo tremenet en hor maner, eo en deuz digaset an eurvad-ze ennhan.

— « Va zad ! n’ouifec’h ket kompren pegen braz eo va levenez, pa glevan ho komzou fur ; pa glevan oc’h euz keuz d’ho puez tremenet, hag oc’h prest da zistrei ouz Doue.

Promettet em oa roi va gwad, va buez evit ho lakat war hent [ar]zilvidigez, mes n’eo ket falvezet kement-ze da Zoue, he volontez ra vezo ato graet. »

— « Beteg-hen, va greg, va bugale ha me hon deuz renet er maner eur vuez païan, n’omp bet gwech abed en offisou an iliz hag hor bugale n’int ket bet badezet.

Mes ne fell ket d’eomp chom pelloc’h da veva er stad a vuez-ze, ha varc’hoaz ez aimp hor pemp da gaout an aotrou Person, evit goulen outhan pe zeiz e vezo badezet hon daou vugel, Henri ha Germaine. »

— « Ah ! va zad ! eun devez kaër e vezo henvet evidon, eun devez a laouenidigez, an devez kaëra deuz va buez, an deiz ma vezo kurunet an oll boaniou em euz gouzanvet beteg hirio dre garantez evidoc’h, hag evit va mam, ho pried kenta. »

D’ar merc’her deuz ar mintin, ar wetur gaëra deuz ar maner, daou loan ruz stag outhi, a gemere hent Poullaouën.

Ebarz, edo an aotrou hag an itron Kerzuliek, anavezet er vro dindan an hano a varkiz Klamort, hag ho daou vugel. Ekichen he zad edo ive Gwennola, plac’hik iaouank pemzek vla.

Pa zigouezchont er bourk, an toucher a a zalc’haz ar c’hezek a zav ekichen an iliz.

An duchentil a ieaz da ober eur beden, ha goude e iechont d’ar presbital. An aotrou Person a resevaz anezho. hag ar joa en e galon, e klevaz ho mennoziou.

D’ar zul warlerc’h, gouël braz e Poullaouën, daou vugelik, unan eiz vla, eun all c’houec’h vla, a resevaz sakramant ar vadiziant, a wel d’eur bobl diniver.

An oll ive gant hast, a zelle ouz ar plac’hik burzuduz Gwennola, gwelet a rechont he furnez, he zantelez.

Goude al lidou kaër-ze, an duchentil a zistroaz d’an Tymeur, hag hiviziken e vezint eur skouer vad evit oll dud ar barrez.


XV. — Gwennola plac’h iaouank


Goude beza bet er skol en eur gouent e Montroulez epad daou vloaz, Gwennola d’an oad [a]zeitek vla, a deuaz da di he zad.

Eno e renaz ar vuez a ren an duchentil ekreiz ho maneriou. Plijout a ree d’ezhi lenn ha skriva, mes dreist oll o karie beza wardro ar jardinn, o kempenn ar bleuniou kaër en ti gwer.

Leïniou braz a vije aliez er maner, hag ato an aotrou hag an itron Koëtmeur deuz Karnoët, a vije deuz ar banveziou.

Famill Koëtmeur a ioa deuz an noblanz koz, hag eur mab o devoa, eur penner, о poursui he studi a vedisin e Pariz.

Da viz eost, pa deuaz d’ar gaer da dremen daou viz, e reaz anaoudegez gant Gwenno­la Kerzuliek, hag azalek an deiz-ze, he garantez evithi a greske bemdez. Ar plac’hik iaouank a ziskouezaz da Herve karantez evit karantez.

Evithan da veza er skol e Pariz, ne ankounac’hee ket he vestrezik dous ha karantezuz, hag an eil lizer a deue trum warlerc’h egile da Vreiz-Izel. Deuz a Boullaouën ive, al lizerou a nije niveruz warzu ar Gear-Veur, hag ar plac’hik a zante bemdez he c’halonìk о tomma muioc’h-mui evit he zervicher Herve Koëtmeur.

Goulskoude, Laouik, jardiner en Tymeur, a denne ar blavez-ze d’ar billet, hag e tigouezaz ganthan mont da Bariz da zervichi ar Roue.

Araok ma partiaz, Gwennola a roaz d’ezhan adress an den iaouank a ioa he zervicher, lavaret a reaz d’ezhan gwelet gwella ma c’hellche pe seurt buez a rene Herve e Pariz.

Ar jardiner a asantaz ober ar c’hefridi-ze evit he vestrez Gwennola, ha pemp miz goude, e tigasaz d’ezhi al lizer-ma, karget a wirioneziou grevuz evit an den iaouank a rene er Gear-Benn eur vuez direol.


Paris, an 22 a viz Kerzu 1790


Dimezel Gwennola.


« Karet em bije kaout kalz a geleier mad da lavaret d’eoc’h, diwar benn an aotrou Hervé Koëtmeur, mes allaz ! ar wirionez penn-da-benn eo a glevfoc’h ganen.

Abaoue m’emaoun ama, oun bet dija test meur [a] wech deuz buez fall an aotrou Herve.


(Da heuil)