Pajenn:Ar Floc'h - Chidiboutig, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

d’eomp aman a-benn an hanter-noz. Pign war gein ar gazeg-man, a ra

Dek leo bep lamm,
Ha kant leo bep bramm ;

hag hast founnus ober da gefridi. »

Pemp minuten goude, ar gazeg a oa e-tal al lochen, ugent leo diouz Duot. Chidiboutig a stagas al liamm ouz an nor. Kerkent ma voe staget ar penn-all ouz lost ar gazeg zu, houman a lammas en êr evel eul labouz, ha, kerkent ar Breizad a welas eur vogidell zu o tont eus an douar : al lochen a oa en he foull : kouezet e oa en islonk !

Trumm e kavas ar punz milliget. Teurel a reas ennan penn al liamm, ha diou vunuten goude ar plac’h yaouank skedus a vriate he mignon Chidiboutig. Pignat a rejont o-daou war ar gazeg zu hag e voent kentiz digouezet e koad Duot.

Goude beza graet eur pennad korolli e-tal an tan, ar gwrac’hed koz a nijas kuit. Chidiboutig a chomas da zellet ouz an tan o vervel. Kerkent ma voe maro e sankas eur vaz houarn en douar, e-kreiz al lec’h ma oa an tan.

Chidiboutig a deu e daol da vat gantan

Antronoz (an deiz war-lerc’h) e teuas gant eur c’harr bras, pevar loen outan, da gerc’hat an tenzor. Pevar den gouiziek, e-kreiz o brud, a doullas an douar ken na voent digouezet gant an arc’h houarn ma oa enni an tenzor. Pa voe gwelet, e voe staget outi diou fun nevez, ha trumm ar pevar loen kezeg he zennas er-maez eus an douar. Neuze e voe laket er c’harr ha treinet betek ti Chidiboutig.

An holl beziou aour a oa en arc’h n’o devoa talvoudegez ebet ken evit ar vro ; re goz e oant holl. Maer Duot a c’hourc’hemennas kas an tenzor da Bariz, hag e vije gouezet eno an dalvoudegez a oa en arc’h. Laouen e tistroas d’ar gêr ; pinvidik e oa breman, mar doa bet paour gwechall.

Koulskoude, ar Breizad a zelaouas e zimezell yaouank, a lavare d’ezan rei an holl vadou-ze d’e gerent ha da beorien ar barouz. Rei a reas kant mil lur d’e dad, peb a ugent mil lur d’e eontred, breudeur d’e dad ha d’e vamm. Prena reas douarou tro-war-dro gant ar peur-rest eus e aour, hag e roas ar garg d’e dad da feurmi an douarou-ze marc’had mat d’ar beorien eus ar barouz.

Neuze e kimiadas diouz e dad, diouz e amezeien goz hag e kuitaas Duot evit mont gant ar plac’h yaouank, a yoa e bried dek deiz a oa.

Mont a rejont o daou da chom da Enezen an Tenzoriou, C’houec'h mil leo diouz Duot. Eno, an daou bried o devoa peb a hanter-kant mil lur bemdez da zibri, heb bihanaat tamm o danvez.

Me a garje beza bet ganto !…

Loeiz ar Floc’h.
N’EUS KEN