Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Ouspenn, aotrou Efflam, lavaret en euz d’in e sant e benn o faouta outhan.

— An derzien vraz o kregi ennhan ? gwell a ze, ar maro a dosta !

— Evelkent ! aotrou Efflam, ho kalon a zo kriz, hag ho komzou n’int ket deread !… An den ze, n’euz forz pegement en deuz e eun izeleet, n’euz forz pegen izel no kouezet, a zo breur d’ho mam. Maget int bet o daou gant ar memez leaz, hag e vam, gwechall pa oa hen bihanik, a vouche d’e mabig gant kement a garantez evel ma vouche d’e merc’hig, ho mam.

Ar gwad a zo o ruilla dre e wazied, a zo ar memez gwad hag a ruill e gwazied ho mam. Arabad eo d’eoc’h da viana kaout hast da welet o eontr o vont en douar, ha lezit an aotrou Doue da ober outan e volontez. Evit gwir, o tad, o mam, a zo tud huel, tud enoret en o bro dre o buez vad hag o madou.

Marteze o deuz ankounac’heet o breur, marteze e reont faë warnan, e tisprizont anezan, ha goulskoude war heur ar maro, al lignez, ar garantez, ar gwad a dlee trec’hi an dismegans hag an disenor…

Diouallit, aotrou Efflam, n’en em gavfe ganeoc’h, pe gant unan bennag euz o famill beza kaillaret en eur c’hiz bennag, diouallit na lakefec’h eur goumoulen da harz deuz an heol da bara war an enor a lugern hirio war o famill.

— Ho komzou, Laou, n’int ket komzou eun den fur, lezit ac’hanoun da lavaret an dra-ze d’eoc’h, daoust ma tlean an doujans d’oc’h oad. En em lakit em plas-me, hag e welfoc’h :

Va zad du-ze e Lamball, ijiner, mestr an ijinerien all. Va mam, ato, gwisket gant aour ha gant perlez, bemdez en ebatou braz, gwelet mad gant an holl hag enoret gant an dud huela. Gwelit va breur ha me, hon daou e Pariz, o poursu hor studi a vedisin, gwelit hon tad hag hor mam o rei d’eomp ar pez a garomp. Gwelit ac’hanomp divezatoc’h o tarempredi ar merc’hed euz ar renkou huela !… Mez enn devez, unan bennag en deuz klevet lavaret ez euz marvet du-ze war eur bern teill dindannan eur bern aour, eun den hanvet Armel Kerscabel… Evel an tan dre eur bern plouz seac’h, ar c’heleier a gerz, an teodou a ia en dro, hag eur famill vraz a-bez a zo dizenoret, ken buan evel ma vez devet eun orzen lann kraz. Azaleg an devez-ze, ar famill-ze ker uhel deac’h, a zo eun tarch dre war e zâl, hag an tarch-ze na vezo kuzet nemed pa vezo eat an diveza ezel anezhi en douar. Ma ! Laou ! an tarch-ze a zo o vont da veza merket war hon tal-ni, rak dija re a dud siouaz, a oar ar c’helou heuzuz.

Nan, birviken ebarz em bro n’em bezo plijadur, rak ekreiz an ebatou ar re gaëra, ekeit ma vezo o lintra war va zâl bannou skeduz heol an enor, e seblanto d’in ato gwelet unan bennag o sanka e poull va c’halon kleze an dizenor. Ia ! aoun em bezo na deufe unan bennag da lavaret d’in : setu aze niz Skrabelaou !… Ha sonjal a rit-hu e vezin hiviziken em eaz o komz gant merc’hed iaouank euz va bro ! N’em bezo-me ket a leac’h da zonjal e taolint d’in ouz va fas, eleac’h eur ger a garantez, eur skeupaden gant an hano henzuz-ze : Skrabelaou. Ha c’hoaz e livirit eo kriz va c’halon, ha krisoc’h va c’homzou !

— Ar pez a livirit Efflam, a zo gwir, eme Kato, mez Doue a ordren d’eomp pardoni ato d’hor brasa enebourien war heur ar maro, ha mar d’oc’h savet gant eur vam gristen, e ouezoc’h en ober. Deomp adarre da welet ar eontr, rak klevet a ran aneza o pasaat pe o tiroc’hal, lavaret a rafen e ve gwaseet.

Pa oant digouezet etal ar c’hlanvour, Kato a lavaraz e oa deut ar mare da vont da glask ar belek.

— Klask ar belek d’am eontr ! petra zonjit, Kato ! Ouspenn ugent vla zo m’oarvad n’eo bet wardro belek ebed ! Gwelloc’h eo kas kelou buan d’ar gear, da lavaret eo falleet ar eontr.

— Grit evel a gerfoc’h, aotrou Efflam, evidon me ne vezo ket eaz ma spered, mar teufe d’ezan mervel heb e zakramanchou, ha mont a ran raktal da lavaret d’an aotrou Person dont da noui anezan, ma ne c’hell ket kovez anezan.

Efflam a skrivaz neuze war eun tam paper ar geriou-ma :

— Eontr klanv braz, deuit buan !

Per a redaz neuze da gas an tam paper-ze da botr ar sinaliou, a ioa war eun dachen eun hanter-leo deuz eno. Kato deuz e c’hostez, a rede warzu ar presbital, ha prestik an aotrou Person a en em gavaz e ti Skrabelaou. Pa welaz e pe seurt stad e oa ar c’hlanvour, berr warnan evel war eur c’hi o redek warlerc’h eur c’had, pa zantaz ar galon o lampat evel eur podad lijou, pa welaz ar gwad savet d’e benn, e lavaraz :

— Noui a c’hellan anezan, mez re divezad eo evit ar govesion. Mar teufe eur wellaën d’ezan, ar pez na zonjan ket, galvit ac’hanon trum, ha marteze e c’hello kovez… Perag oc’h euz gortozet ken divezad-ma da c’hervel ac’hanon ? hervez oc’h euz lavaret d’in, ar medisin en deuz lavaret d’eoc’h pell zo na oa dizro ebed evitan. Rakse e tliec’h beza war c’hed ato.

— Da greizdeiz, aotrou Person, e oa brao c’hoaz, e komze ouzomp, hag en eun zaol-kont eo eat dilavar, diseblant.

— Dalc’hit ato eun torchouer ien war e benn, ha lakit traou tom en dro d’e dreid, evit ma tiskenno ar gwad d’an traon.

(Da heuil)