Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


— Arabad eo d’id kemer aoun deuz-ze, ni hon daou a ouezo delc’her ganeomp ar pez a ouzomp ne zell ket ouzomp petra ri gant da arc’hant, gant ma paei ac’hanomp bep bla. Mez evelkent, lez ac’hanon da lavaret d’id e vije gwelloc’h d’id klask eur plac’h koz bennag da entent ouzid e-keit ma vezi klanv, rak Kato a rank mont d’ar marc’hajou, ne c’hell ket beza dalc’hmad war da dro.

— Eur vatez koz da entent ouzin ! Eur plac’h da zebri d’in ouspenn dek lur ar zizun ! petra zonjez, Laou !

— Gwir a leverez, red e vije d’id delc’her kafe, sukr, koaven, bara gwiniz hag amann mad !

Deuz a beleac’h, Laou e kav d’id e c’hellfen-me maga our vatez war an ton ze !

— Nan, n’euz moien ebed d’id, hag ouspenn, an dud a zonjefe fall diouz-id, paour-kez Armel.

Ia ! ha sonjal a rafent em bije kalz arc’hant p’e gwir e c’hellfen maga eur vatez da entent ouzin.

— Eur c’hrennard bihan avad a c’hellfez da gemer, evit kerc’hat dour, klask keneut raden, mont d’ar bourk daved da oll diankajou, bara, kig, holen ha traou all.

— A vije mad awalc’h, evel a leverez, Laou, panefe na ve ket goest da c’honit e voued oc’h ober an traou-ze.

— Pren d’ezan diou pe deir danvadez koz, ha pa n’en devezo ket a labour all da ober e zai da zioual an denved. Er giz-ze, er bla a zeu e pezo denved ha gloan da werza.

— Gwir a leverez, Laou, mez e peleac’h e kavin ar c’hrennard-ze ?

— Jampi an Turluter en deuz unan, a gredan, hag a rei da affer, Disul me welo anezan, hag a gaozeo evid oud.

D’ar zul warlerc’h deuz an noz, Lommik an Turluter a ioa mevel bihan e ti Skrabelaou : n’en doa er bla kenta netra nemed e voued ha daou re voutou koat. N’oa ket kalz a dra evit gwir, mes da vihana o kommanse Lommik gounit e vara, hag e dad a ioa laouen o welet e botr kontant da vont da zervicha, da vont diwar ar bara, evel a ve lavaret.

N’oa ket bet gwall bell ar potrik a ti Skrabelaou, ha dija e ouie ober souben d’e vestr, aoza e wele, klask raden pa vije ar poent, ha keneuta e doug ar bla.

Diou zanvadez a ioa prenet d’ezan ive, ha kalz obat en dije o tioual anezho en hentchou bihan ha war bord an hent braz. E amzer a dremene er giz-ze brao, ne oa ket tenn e labour, ha Lommik a en em blije e ti Skrabelaou evel eur roue war e drôn. Pa vije eat Kato an ti all pe da Bleibenn pe d’eul lec’h all bennag d’ar marc’had, Lommik a ouie ober al lez da neizou ar ier, ha lipa daou pe dri vi kriz, pa gave an tu, ha Kato a zonje e vije e ier o sklochal pe o koll ho neizou.

Goulskoude eun devez d’ar mintin, Skrabelaou a welaz oa goullo sanaill ar c’heneut hag a lavaraz da Lommik mont da goat ar Raned daved eur beac’h. Ar mevel a grapaz en e falz hag en e gorden, hag a gemeraz an hent evit mond d’ar c’hoat. Eur pennadik a ioa edo krog mat da droc’ha skourrou seac’h e beg eur wezen, pa en em gavaz gantan Gabi Freillou, mestr ar c’hoat.

— Piou en deuz lavaret d’id dont ama da geneuta ?

— Va mestr, an hini koz a zo etal ti ar bouteger, hag a vez great Skrabelaou dioutan.

— Te eo Lommik an Turluter ket ta ?

— Ia ! eme ar potr o tisken deuz ar wezen.

Pa oe diskennet, Gabi a roaz taoliou boutou da Lommik, a chacha war e ziouskouarn, hag ar potrik a ieaz kuit en eur ouela. Pa oe digouezet er gear, Skrabelaou a c’houlennaz outan perak e ouele.

— Tapet oun bet gant Gabi Freillou, ha bet em beuz taoliou boutou digantan ken eo brunduet va c’horf.

— Goulennet en deuz da hano diganez ?

— Anaout a ree ac’hanon, ha gouzout a ree e peleac’h e oan o servicha.

— Daonet oud neuze ! a lavaraz Laou gam a oa en ti.

— Ia Laou, ha varc’hoaz ema an archerien em zi. Setu aze pe seurt profit a zo deuz bugale, deuz mevellien bihan. Ha da gorden ? ha da falz, ha da geneut ?

— A zo chomet er c’hoat, pe eat gant Gabi.

— Koll war goll !…

Mar kerez, eme Laou da Armel me lavaro d’id pennoz e tenni da fri er meaz a affer, mar teufe an archerien aman varc’hoaz da ober eun enklask.

— Penaoz ta, Laou ?

— Ne peuz netra da ober nemed lavaret e pezo roet e gompt da Lommik abaoue deac’h vintin. Lommik neuze a c’hello lavaret e oa eat d’ar c’hoat da glask keneut da werza da eur paour bennag, evit kaout e lein digantan evit e geneut. Lavaret a c’hello zoken en doa kemeret aoun ouz ar bac’hadou e oa a wel da gaout digant e dad pa vije erruet er gear, kollet ganthan e blas.

— Ia daonet avad, Laou ! er giz-ze eo d’in ober evit en em denna er meaz ! Rakse ta, selaou mat, ha dioual petra lavarfez varc’hoaz p’en em gavo Lakrip aman, klevet a rez Lommik.

— Ia ! klevet a ran, hag ober a rin va fosubl evit o tenna er meaz, mestr.

Antronoz wardro dek heur ec’h an em gavaz daou archer etal ti ar bouteger.

— Aman eo ema Armel Loufok o chom ?

(Da heuil)